Treuzfurmadur Jezuz. Jezuz treuzfurmet, etre ar profet Eliaz (a-gleiz) hag ar profet Moizez (a-zehou). En traoñ, an ebestel Pêr, Jakez ha Yann
Treuzfurmadur Jezuz pe treuzneuziadur[1] zo un darvoud kontet en Aviel, war ur menez uhel, ma welas an ebestelPêr, Jakez ha Yann, Jezuz en e c'hloar hag Eliaz ha Moizez o komz gant Jezuz.
Gouel an Tabor pe gouel Jezuz treuzfurmet eo anv ar gouel ma reer eñvor eus an darvoud-se. Lidet e vez d’ar 6 a viz Eost, en deiziadur ar bloavezh kristen hag el levr-oferenn.
An hengoun kristen a ra eus Menez Tabor, e Bro-C'halilea, lec'h treuzfurmadur Jezuz. An aviel ne ro ket anv ar menez lec'h ma voe treuzfurmet Jezuz, met er 4e kantvet sant Siril a Jeruzalem, sant Jerom hag Orijen a roio un testeni sklaer war ar poent-se[3].
Un nebeud biblourien a laka an darvoud-mañ e Menez Hermon, abalamour ma c'hoarvez an darvoudoù kontet a-raok ha war-lec'h, en Aviel, er c'horn-bro-se.