Mad Max zo ur film aostralian gant George Miller embannet e 1979. Produet e oa bet gant Byron Kennedy. Mel Gibson e oa an aktour pennañ gant roll "Mad" Max Rockatansky. Evel aktourien e oa kavet ivez Joanne Samuel, Hugh Keays-Byrne, Steve Bisley, Tim Burns ha Roger Ward. James McCausland ha Miller o devoa savet ar skript diwar un istor gant Miller ha Byron Kennedy. Ar film a gont un istor disklêriet evel mojenn en Aostralia an dazont, rivinet ha soubet er feulster hag an digolloù. Un archer eus an hent "Mad" Max Rockatansky a glask gant e gamaraded saveteiñ ar gevredigezh a zo o kouezhañ en he foull abalamour d'ar gangoù marc'htanerien. Darn eus ar film a oa bet filmet tro-dro Melbourne, Aostralia, e-pad c'hwec'h sizhun.
Pa voe embannet ar film e voe degemeret pe evel ur film a zoare pe eus an tu all enebet ur film fall-tre. En desped d'an tagadennoù lies e voe gounezet gant Mad Max tri AACTA Awards ha gant an amzer o tremen e teuas da vezañ ur film azeulet kement hag ar burutelladennoù graet eus outañ o vont war wellaat. Ar film en devoa rastellet US$100 milion dre ar bed. Deuet eo da vezañ ur film degemeret er Guinness evit ar rekord a arc'hant gounezet keñveriet gant an arc'hant postet ennañ.
Ar Ford Falcon XB Hardtop implijet gant Mel Gibson er film.