Broualan a zo ur gumun eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen .
War ar stêr Guyoult ha richer Landal emañ Broualan. Jean-Yves Le Moing (1990) : "Brouellan , 1460 BO/DB; Brualen 1609 CO ". Dauzat & Rostaing (1963-1978) : "bret. bro, pays, et Alan, nom de personne Alain ". Embannadurioù Flohic : "marteze diouzh brezhoneg *bro, hag anv-den Alan, Alain Iñ, Aotrou kastell Landal." JC Even ː gerdarzh diasur "en aour, e greskenn brizhet; e gab en gul karget gant peder gwerzhidenn en argant"
Ardamezioù familhoù Maure / Anast (XIIIt) (ar greskenn), ha Montsorel (XIIt), ar werzhidennoù
D'an 2 a viz Ebrel 1887 e voe savet kumun Broualan diwar ul lodenn eus tiriad Labouseg . Mervel a reas 36 gwaz ag ar gumun gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lâret eo 5,14% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2] . Mervel a reas tri den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2] . Brudet eo ar gumun abalamour d'he strouezheg, bet taget ha distrujet gant ar Milis d'ar 7 a viz Gouhere 1944 . Iliz katolik Intron-Varia , 1483. Niver a annezidi
Michel Froger & Michel Pressensé ː Armorial des communes des Côtes-d'Armor & d'Ille-et-Vilaine . 2008 Jean-Yves Le Moing ː Les noms de lieux bretons de Haute-Bretagne . Coop Breizh. 1990 Commons