Er romant e vez kontet an istor adal meur a savboent. Martin a zegas ennañ diazez bed e romantoù : an tiegezhioù noblañs eus Westeros, ar Voger, ar re Dargaryan. Ar romant a zo bet diazez evit labourioù a bep seurt evel c'hoarioù video ha c'hoarioù taol. Adkemeret eo bet e-pad kentañ koulzad ar stirad Game of Thrones, war ar chadenn skinwelHBO hag a zo bet skignet evit ar wech kentañ e 2011.
Pa grog ar romant, Eddard "Ned" Stark, penn lodenn Norzh rouantelezh ar Seizh Kurunenn, a laka d'ar marv un dizertour eus an Night Watch, un urzh milourel hag a ziwall ur Voger skorn a zo harzoù norzh ar rouantelezh. Pa zistro d'e gastell e Winterfell e kav c'hwec'h bleiz ramzel hag e ro unan anezho da bep unan eus e vugale. Pa varv Jon Arryn, dorn ar roue Robert Baratheon, Robert a c'houlenn digant e vignon Ned kemer lec'h Arryn evel kuzulier meur ar roue. Kinnig a ra ivez e vefe dimezet merc'h Ned Sansa d'e vab Joffrey. Ned a sav a-du gant ar goulenn pa vez kontet dezhañ dre gwreg Arryn, Lysa, e vefe ar rouanez Cersei Lannister hag he familh o defe bet ampoezonet Arryn. Nebeut amzer goude-se, Bran mab da Ned a wel Cersei o kaout un darempred reizhel gant he breur gevell Jaime Lannister. Bannet eo Bran eus un tour evit ma chomfe kuzhet an darvoud ; ne c'hell mui implijout e zivhar.