Vimisoyeg

yezh


Ur yezh c'hermanek eus skourr germanek ar c'hornôg eo ar vimisoyeg (wymysöryś) komzet gant tro-dro da 100 den nemetken er gêr vihan anvet Wilamowice (vimisoyeg: Wymysoj) war ar vevenn etre Silezia ha Polonia Vihan.

Vimisoyeg
(Wymysöryś)
Lec'hiañ Wilamowice e Polonia
Lec'hiañ Wilamowice e Polonia

Hogozik marv
Perzhioù
Komzet e :Polonia
Rannved :Wilamowice
Komzet gant :~ 100
Familh-yezh :Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :-
Akademiezh :-
Kodoù ar yezh
ISO 639-1-
ISO 639-2-
ISO 639-3wym
Kod SIL-
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.


Istor

Diorroet e oa bet ar vimisoyeg war diazez yezhoù alamanek ar c'hreiz en XIIvet kantved, levezonet-don war an dro gant ar sakseg izel, an izelvroeg, ar frizeg, ar poloneg hag an hensaozneg.

An dud eus Wilamowice o deus lâret a-viskoazh ez eus Izelvroiz anezhe ha n'eo ket Alamaned. Komzet e veze vimisoyeg evel yezh voutin an dud e Wilamowice betek 1945-1949. Goude an eil brezel bed avat e voe difennet implijout ar yezh gant ar gouarnamant lec'hel ha daoust ma voe bet chomet a-sav da zifenn implij ar yezh e 1956 e oa aet kalz war wanaat dija ha kemeret e oa bet he flas gant ar poloneg tamm-ha-tamm, dreist-holl gant ar re yaouank.

Ur yezh en arvar an hini eo abalamour d'an diouer a dud barrek war ar yezh hag ivez dre ar fed ma'z eo kozh a-walc'h dre vras an dud a ra ganti.

Al lizherenneg vimisoyeg

a,ao,b,c,ć,d,e,f,g,h,i,j,k,ł,l,m,n,ń,o,ö,p,q,r,s,ś,t,u,ü,v,w,y,z,ź,ż
A,AO,B,C,Ć,D,E,F,G,H,I,J,K,Ł,L,M,N,Ń,O,Ö,P,Q,R,S,Ś,T,U,Ü,V,W,Y,Z,Ź,Ż

Mont pelloc’h ganti

  • Ludwik Młynek, "Narzecze wilamowickie", Tarnów, 1907: J.Pisz.
  • Józef Latosiński, "Monografia miasteczka Wilamowic", Kraków, 1909.
  • Hermann Mojmir, "Wörterbuch der deutschen Mundart von Wilamowice" (Słownik niemieckiej gwary Wilamowic), Kraków, 1930-1936: Polska Akademia Umiejętności.
  • Adam Kleczkowski, "Dialekt Wilamowic w zachodniej Galicji. Fonetyka i fleksja". Kraków, 1920: Polska Akademia Umiejętności.
  • Adam Kleczkowski, "Dialekt Wilamowic w zachodniej Galicji. Składnia", Poznań, 1921: Uniwersytet Poznański.
  • Maria Katarzyna Lasatowicz, "Die deutsche Mundart von Wilamowice zwischen 1920 und 1987". Opole, 1992: Wyższa Szkoła Pedagogiczna.
  • Tomasz Wicherkiewicz, The Making of a Language: The Case of the Idiom of Wilamowice, Mouton de Gruyter, 2003, ISBN 3-11-017099-X

Gwelet ivez