Trigonometriezh
An drigonometriezh, pe an dric'hornventouriezh, zo ur skourr eus ar matematik hag a bled gant an tric'hornioù ha dreist-holl war-dro re ur c'hogn 90° dezho. Plediñ a ra ivez gant an darempredoù etre kostezioù ha kognoù an tric'hornioù-se ha gant ar fonksionoù trigonometrek a liv an darempredoù-se.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/9d/Circle-trig6.svg/330px-Circle-trig6.svg.png)
An drigonometriezh a vez implijet er matematik glan met pouezus eo ivez e meur a skourr eus ar skiant hag an deknologiezh. Desket e vez e skolioù an eil derez. Ur skourr eus an drigonometriezh, trigonometriezh sferek e anv, a studi an tric'hornioù war ar sferennoù, pouezus eo evit ar steredoniezh hag ar merdeerezh.
Istor
Penn-kentañ studioù an drigonometriezh a oa troet war-du studi an tric'hornioù. Boulc'het e voe studi an tric'hornioù e-kerzh eil milved kent JK e-touesk matematikoù Henegipt ha re Vabilon.
Etimologiezh
Dont a ra ar ger "trigonometriezh" eus an Henc'hresianeg τρίγωνον trigōnon, "tric'horn" ha μέτρον metron, "muzuliañ"[1].
Formulennaoueg trigonometriezh
Identelezh heverk
Evit pep korn A hon eus, hervezh teorem Pythagoras :
Formulennoù sammañ ha lammañ
Ar formulennoù pennanñ a zo, evit ar sinus hag ar c'hosinus :
;
.
Tu 'zo da jediñ ar formulennoù lammañ en ur erlec'hiañ dre
hag en ur c'houzout eo sinus ur fonksion ampar ha cosinus ur fonksion par.
Evit ar fonksion tañjantenn e jeder :
.
Daveoù
- Christopher M. Linton (2004). From Eudoxus to Einstein: A History of Mathematical Astronomy. Cambridge University Press.
- Weisstein, Eric W. "Trigonometric Addition Formulas". Wolfram MathWorld.