Tric'horn (kampoù bac'h)

Peurliesañ e vez implijet tric'hornioù tu-gin a bep seurt liv graet gant danvez ha gwriet war o dilhad evit merkañ an dud bac'het e kampoù-bac'h an nazied.

Ster ar merkoù

Peurliesañ e veze implijet un tric'horn diwar levezon patrom ar skritelloù-hent a dalvez da verkañ an arvar.

Ouzhpenn al livioù e veze implijet lizherennoù ivez evit ober dave da vro c'henidik pep hini:

Setu ar merkoù muiañ-implijet:

  • Tric'horn du tu-gin
    • Foeterion-vro
    • Romed
    • Merc'hed sañset "enepsokial", d.l.e. lesbianed, gisti pe merc'hed o doa graet gant hilastalerioù;
  • Tric'horn gwer tu-gin: torfedourion/torfedourezed;
  • Tric'horn roz tu-gin: heñvelrevidi;
  • Tric'horn mouk tu-gin: Testoù Jehovah ha Studierion ar Bibl;
  • Tric'horn ruz tu-gin: prizonidi bolitikel. Sur-mat e oa bet dibabet al liv ruz evit ober dave d'ar gomunouriezh met bac'het e oa bet meur a hini all abalamour d'o ideologiezh ha d'o mennozhioù politikel.

Daou dric'horn an eil war c'horre egile:

  • Daou dric'horn melen hervez stumm steredenn David: yuzevion/ezed (relijiel pe get, hervez o orinoù-genel);
  • Un tric'horn roz gant un tric'horn melen dindanañ: yuzev heñvelreviat;
  • Un tric'horn roz gant un tric'horn du dindanañ: tud tamallet da vezañ "saotret ar ouenn", da lâret eo tud aryek hag o dije bet darempredoù gant tud nann-aryek.

Alies e veze merket pep prizioniad/ez gant daou verk d'an nebeutañ ha betek en tu-hont da c'hwec'h.

Taolenn ar merkoù implijet er c'hampoù-bac'h

Enebourion bolitikelTorfedourion/ezedEzbroidi/ezedStudierion ar BiblheñvelrevidiTud enepsokial
Livioù pennañ
Merkoù adfeilhañ
Batailhoned kastiz
Merkoù evit yuzevion/ezed
 

 

 

See Note 1

 

 
Merkoù ispisial
Gour tamallet da vezañ saotret ar ouenn

Maouez tamallet da vezañ saotret ar ouenn

Tud a c'hellfe tec'hel kuit
Niverenn ar brizonidi


Prizonidi ispisial: brec'hwisk gell
Urzh ar merkoù: Niverenn ar bac'hiad/ez, barenn adfeilhañ, tric'horn pe steredenn, batailhon kastiz, bac'hiad a c'hellfe tec'hel

Polonad/ez: "P" war un tric'horn ruz

Tchekad/ez: "T" war un tric'horn ruz

Tud an arme: Tric'horn ruz tu-mat
(Plant 1988 and [1])

Gwelet ivez