Tadoù an Iliz

Tadoù an Iliz a vez graet eus ur strollad doueoniourien, skrivagnerien, prederourien, liammet dre ar feiz kristen, hag en deus bet ul levezon vras en istor ar gristeniezh. El listenn-se (n'eo ket ur roll klok ha termenet da vat gant an Ilizoù kristen) e kaver dreist-holl skrivagnerien o deus bevet a-raok ar Vvet pe ar VIvet kantved goude Jezuz Krist. Ne dalvez ket e vezont dre ret lakaet e-barzh an Testamant Nevez, goude ma vezont kavet e skridoù sakr ilizoù ha strolladoù kristen zo.

Atanasius Aleksandria, unan eus Tadoù an Iliz er IVe kantved.

Munudoù ar roll a cheñch hervez ma'z eo termenet gant an Iliz Katolik, Iliz ar Reizhkredenn, pe un all c'hoazh. An titl a dTad an Iliz a gemm un tamm e ster, e dalvoudegezh, e dermenadur hervez skourroù ar gristeniezh. Da skouer ar Reizhkredourien a laka muioc'h a bouez war buhezioù skouerius an "tadoù" eget ma ra ar Gatoliked.

Rummadiñ Tadoù an Iliz a c'haller ober hervez ar maread istorel (abostolek), stumm an testennoù (apologistek), anien ar preder (Reter pe Kornôg, eus skol Aleksandria pe eus hini Antakia), diouzh ar yezh (gresianeg, latin, sirieg), an endro pe al lec'h ma oa ar skrivagner o vevañ, ha kement zo.


Tadoù raknikaiat (betek 325)

Tadoù abostolek

  • Oberour an Didake - (Iañ kantved)
  • Klemañs Iañ - (? - 101)
  • Sant Ignev Antakia - (? - etre 105 ha 135)
  • Oberour Lizher Barnabe - (war-dro 130/132)
  • Hermas, oberour ar Pastor - (etre 130 ha 140)
  • Papias Hierapolis - (? - war-dro 140)
  • Sant Polykarpos Smirne - (? - etre 155 ha 167)

Tadoù an IIvet kantved

Apologistek

  • Aristides Aten - (war-dro 130/140 - ?)
  • Sant Justin Merzher - (? - 165)
  • Atenagoras - (war-dro 180 - ?)
  • Tatian ar Sirian - diskibl Justin - (a-raok 155 - goude 172)
  • Meliton Sardies - (war-dro 160/170 - ?)
  • Teofilus Antakia - (war-dro 180 - ?)
  • Oberour ar Veuleudigezh da Zioniet - (etre 140 et 200)

Lennegezh enepdisivouder

  • Sant Irene Lyon - eskob Lyon - (war-dro 140 - 208)
  • Sant Hippolitos Roma - (war-dro 170 - war-dro 235)

Tadoù an III kantved

Tadoù gresian

  • Origenes - (185 - 254)
  • Klemez Alesandria - (war-dro 150 - ? (kaver roud ebet ken adalek 202))
  • Denez Alesandria - (? - 264/265)
  • Pêr Alesandria - (? - 311)
  • Metodos Olimpia

Tadoù latin

  • Tertullian - (war-dro 155 - goude 220)
  • Minucius Felix - (war-dro 200 - ?)
  • Sant Siprian Kartago - (war-dro 200 - 258)
  • Laktañs, anvet ivez ar c'h-"Cicero kristen" - (war-dro 260 – war-dro 325)

Oadvezh meur ar batrologiezh (325-451)

Tadoù o deus stourmet ouzh an Arianigezh

Tadoù oadvezhioù kappadokian ha Sant Yann Krizostom

Tadoù all bet o vevañ da vareoù an eil, trede ha pevare sened-iliz (Vet kantved)

Tadoù gresian

  • Sant Cyrillus Alesandria - Doktor an Iliz - (war dro 380 - 444)
  • Saint Epifan Salamin (+ 403)

Tadoù latin

Tadoù syrian

  • Sant Efrem (+ 379),
  • Diodor Tarsos - (? - a-raok 394)
  • Theodor Mopsueste - (? - 428)
  • Theodoret Cyr - (? - war dro 466)

Tadoù an hengoun kalkedonian (goude 451)

Tadoù gresian diaraogad an enkadenn a einkon-klasten/zistruj skeudennoù

  • Pseudo-Denys Areopagit (fin Vet kantved).
  • Sant Sofron Jeruzalem (+ 644), patriark.
  • sant Maksen ar c'hofesour - manac'h bizantat - (war dro 580 - 662).

Tadoù gresian gwarezouirn ar skeudennoù sakr

Tadoù Latin

Tadoù dibar da gredennoù kristen

Tadoù Iliz ar Reizhkredenn

  • Sant Fotius Konstantinopolis (+ 891).
  • Sant Theofylakt Okrid (XIIvet kantved)
  • Sant Gregor Palamas (XIVvet kantved).
  • Sant Mark Efesos (XVvet kantved).

Doueoniourion ar Grenn-Amzer staget ouzh an Iliz Katolik

  • Iohannes Scottus Eriugena (e galleg Jean Scot Erigène - doueoniour, prederour ha filisofour latin a orin eus Iwerzhon (wd. 810 - wd. 870).
  • sant Bernard de Clairvaux - Doktor an Iliz (1090 - 1153).

Tadoù staget ouzh an Iliz digalkedonian