Sulvezh Gwadek (1972)

Ar Sulvezh Gwadek (Bloody Sunday e saozneg, Domhnach na Fola en iwerzhoneg) eo an anv roet d'an devezh ma oa bet lazhet 13 manifester (un den ouzhpenn, ur gwaz, a varvas pevar miz hanter goude bout gloazet) gant arme Breizh-Veur, d'an 30 a viz Genver 1972, e-pad ur vanifestadeg peoc'hiek e Derry (Doire) (Iwerzhon an Norzh) evit ingalded ar gwirioù etre ar gatoliked hag ar brotestanted. A-wezhioù e vez lâret ivez Bogside Massacre, lazhadeg ar Bogside, e saozneg.

Murlivadur e Doire hag a daolenn Sulvezh Gwadek 1972

Ar vanifestadeg-se a oa bet aozet gant an Northern Ireland Civil Rights Association, kaset gant Ivan Cooper, da c'houlenn ingalded ar gwirioù etre ar brotestanted hag ar gatoliked, evit ar gwirioù keodedel hag a-enep ar bac'hadennoù diwar ziviz ar melestradur, bet divizet gant Parlamant Norzhiwerzhon d'an 9 a viz Eost 1971. Daoust da youl Ivan Cooper da viret ar peoc'h e krogas emgannoù etre ar vanifesterien hag an arme. 28 manifester a voe gloazet gant boledoù, 13 den a varvas eno, 7 krennard e no zouez, hag unan all un tamm war-lerc'h. Gloazet e oa daou vanifester gant kirri an arme a dremenas warne[1]. Pemp eus an dud c'hloazet a oa diskaret gant un tenn en o c'hein[2]. Ar soudarded lakaet e kaoz a oa izili eus ar 1 Batailhon eus Rejimant harzhlammerien ar Rouantelezh-Unanet[3].

Hervez an arme e vefe bet tennet warno gant an IRA setu perak o defe tennet d'o zro. Hervez ar vanifesterien avat e vefe bet tennet gant an arme war un engroez hep armoù. Un enklask a oa graet buan-ha-buan gant ur c'huzul-enklask renet gant Lord Widgery hag en doa didamallet an arme en ur lâret e oa bet tennet gant an IRA hag e vije bet tennet d'he zro gant an arme. Neoazh n'eus ket bet kavet armoù pe danvez-tarzh war ar vanifesterien ha n'eus ket bet soudarded lazhet 'pezh a zo souezhus ma vefe bet tennet warno da gentañ.

Da-heul al lazhadeg e kreskas kalz niver izili an IRA hag a gasas a-c'houde gwalldaolioù marvus. Arme Breizh-Veur a gollas ivez ul lodenn eus he c'hredusted abalamour d'an afer-se. Ar rendael a badas pell amzer etre an daou du.D'ar 16 a viz Mae 1997, Channel 4 a skignas un diell savet gant Lena Ferguson hag Alex Thomson diwar an darvoud. Enni e tisplege pevar soudard dizanv e oa bet tennet gant an arme war an engroez, pezh a zislavar ar c'homzoù ofisiel. Abalamour d'ar c'hlemmoù savet goude-se e tivizas ar c'hentañ ministr Tony Blair digeriñ en-dro an enklask e 1998. Etre 1998 ha miz Du 2004 ez eus bet goulennataet 921 test gant ar barner Mark Saville ha savet 1555 testeni skrivet. Ul lodenn eus ar soudarded a anzavas e oa diarmet ar vanifesterien hag o doa lâret gaou en a-raok. Klozet e voe an afer e 2010.

Anavezet e oa bet gant gouarnamant David Cameron e 2010 e oa bet graet ur fazi. Aet eo ministerdi an difenn pelloc'h d'an 22 a viz Gwengolo 2011 en ur zisklêriañ e vefe digollet gouzañverien ar "Bloody Sunday". "Anavezout a reomp ar glac'har bevet gant an tiegezhioù-se abaoe daou-ugent vloaz hag anavout a reomp he deus droukc'hraet an arme. Mantret eo ar gouarnamant eus kement-se", eme ar ministerdi, hervez The Guardian[4].

  • Ar ganaouenn Sunday Bloody Sunday zo bet savet gant ar strollad rock U2 diwar ar fedoù-se.
  • Savet eo bet ar film Bloody Sunday hag a zispleg ar fedoù-se gant Paul Greengrass e 2002.

Notennoù

Da welet ivez