Sevelouriezh

Ar sevelouriezh a zo ul luskad arzoù bet diwanet e Rusia e penn-kentañ an XXvet kantved, asambles gant luskad an dreistelouriezh. Ur manifesto a voe embannet e 1922, Sevelourien e ditl.Krouer ar sevelouriezh eo Vladimir Tatlin. El luskad-se e kaver ivez Naum Gabo, Anton Pevsner, Kasimir Malevitch, Vladimir Choukhov, Alexandre Rodtchenko, ha Lazar Markovich Lissitzky.


Pennaennoù al luskad

Hervez reolennoù ar sevelouriezh ez eo an egor diazezet war ar ventoniezh (goude damkan ar C’hubo dazontour), hag ar reolennoù-se a dalvez evit a sell ouzh ar c’hizellañ, an design hag ar savouriezh. Neuze e teu da vezañ ar marc’h-koad da livañ da vezañ didalvez, hag eo koulz lavaret marv an arz. Rak ar fed krouiñ a ranker kavout er produiñ. Unan eus pennaennoù ar sevelouriezh a oa braventez ar Mekanik, traoù bed ar greanterezh, hag an tremen eus an aozañ d’ar sevel.Al luskad sevelouriezh en deus levezonet kelennadurezh ha damkanoù savouriezh ar Bauhaus (1919-1933) ha luskad an arz sinetek. Oberenn vrudetañ hag arouezusañ ar sevelouriezh eo ar Raktres evit ur Monumant da enoriñ an Trede Etrevroadel, gant Vladimir Tatlin.

Arzourien sevelour

  • Ella Bergmann-Michel - (1896-1971)
  • Norman Carlberg, kizeller (1928 - )
  • Carlos Catasse - (1944-)
  • Theo Constanté - (1934-)
  • Avgust Černigoj - (1898-1985)
  • Burgoyne A. Diller - (1906 - 1965)
  • Sergei Eisenstein- filmaozour (1898-1948)
  • John Ernest - (1922-1994)
  • Naum Gabo - (1890-1977)
  • Moisei Ginzburg, savour (1892-1946)
  • Don Gummer - kizeller (1946-)
  • Erwin Hauer - (1926- )
  • Gustav Klutsis - (1895-1938)
  • El Lissitzky - (1890-1941)
  • Ivan Leonidov - savour (1902-1959)
  • Peter Lowe - (1938-)
  • Louis Lozowick - (1892-1973)
  • Berthold Lubetkin - savour (1901-1990)
  • Estuardo Maldonado - (1930-)
  • Kenneth Martin - (1905-1984)
  • Vsevolod Meyerhold - rener c'hoariva(1874-1940)
  • Vladimir Mayakovsky - barzh, livour, designer ha skrivagner pezhioù-c'hoari (1893-1930)
  • Konstantin Melnikov - (1890-1974)
  • Vadim Meller - savour(1884-1962)
  • John McHale - (1922-1978)
  • László Moholy-Nagy - (1895-1946)
  • Josef Müller-Brockmann - designer (1914-1996)
  • Tomoyoshi Murayama - (1901-1977)
  • Victor Pasmore - (1908-1998)
  • Antoine Pevsner - (1886-1962)
  • Lyubov Popova - (1889-1924)
  • Aleksandr Rodchenko - (1891-1956)
  • Oskar Schlemmer - (1888-1943)
  • Manuel Rendón Seminario - (1894-1982)
  • Vladimir Shukhov - savour (1853-1939)
  • Georgii and Vladimir Stenberg - designerien skritelloù ha kizellerien (1900-1933, 1899-1982)
  • Varvara Stepanova - (1894-1958)
  • Enrique Tábara - (1930)
  • Vladimir Tatlin - (1885-1953)
  • Joaquin Torres Garcia - (1874-1949)
  • Vasiliy Yermilov - (1894-1967)
  • Dziga Vertov - filmaozour(1896-1954)
  • Alexander Vesnin - savour, livour ha designer (1883-1957)
  • Aníbal Villacís - (1927)
  • Oswaldo Viteri - (1931)
  • Alojz Klimo - (1922-2000)

Brezhonekaet

  • Gant Ofis ar Brezhoneg eo bet troet gant savadurelouriezh, ha savadurelour evit a sell ouzh an arzourien. Konstruktivegezh a zo bet kinniget ivez, diwar kinnigoù Roparz Hemon a-zivout ar gerioù etrevroadel.