Sarah Palin

Sarah Louise Heath
Sarah Palin
Sarah Palin e miz Mae 2010
AnvSarah Louise Heath
Ganet11 a viz C'hwevrer 1964
Sandpoint, Idaho (SUA)
Broadelezhstadunanat
Micher
PriedTodd Palin
BugaleTrack Palin
Bristol Palin
Willow Palin
Piper Palin
Trig Palin
Sinadur


Sarah Palin (ganet Sarah Louise Heath d'an 11 a viz C'hwevrer 1964[1] e Sandpoint) a zo ur bolitikourez stadunanat ezel eus ar Strollad republikan.

D'ar 4 a viz Kerzu 2006 e voe dilennet gouarnourez Alaska. Ar vaouez kentañ hag an dileuriadez yaouankañ dilennet eno e voe. D'an 29 a viz Eost 2008 e voe dibabet gant John McCain (danvez-prezidant SUA e 2008 en anv ar Strollad republikan da vont war ar renk gantañ evel danvez bezprezidantez. Sarah Palin a voe neuze an eil maouez (goude Geraldine Ferraro e 1984) a voe kinniget da vezprezidantez gant ur strollad politikel bras. D'ar 26 a viz Gouere 2009 e tilezas he c'harg a c'houarnourez.

Kemer perzh a ra e Strollad Tea Party hag er Mamas Grizzlies. Abaoe miz Genver 2010 e kinnig ur gronikenn politikerezh skignet gant ar chadenn skinwel Fox News Channel[2]. Abaoe ar 14 a viz Du 2010[3] e kinnig Sarah Palin's Alaska, hag a zo ur stirad skinwel eizh rann anezhañ diwar-benn Alaska skignet gant The Learning Channel[4],[5].

Notennoù


Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.