Santez Enora

Enora zo ur santez vrezhon eus ar VIIvet kantved, enoret e Treger.

Santez Enora, delwenn en iliz Plistin.

He buhez

Merc'h e oa, hervez ar vojenn d'ur roue eus Kembre. Dimezet e voe d'ar priñs Efflamm, ha hennezh en devoa graet al le da chom hep stekiñ ouzh maouez ebet, ma kinnigas dezhi bevañ evel breur ha c'hoar, hag enoriñ Doue. Da noz an eured, strafuilhet ar paotr yaouank gant kened e wreg, ma tec'has da Vreizh, da Blistin. Dont a reas Enora war e lerc'h avat. Hag eñ lavarout dezhi sevel un ti-pediñ pellik dioutañ, dezhi da enoriñ Doue evel ul leanez.

Gouel

Lidet e vez he gouel d'ar 14 a viz Here[1].

Levrlennadur