Roll armoù Douar ar C'hreiz

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar pennad-mañ a ro roll armoù Douar ar C'hreiz a gaver en oberenn ar skrivagner saoznek J. R. R. Tolkien hag en aozadennoù e romantoù, Aotrou ar Gwalennoù, An Hobbit ha The Silmarillion[1][2]. Tolkien a gemeras skouer diwar prantad ar Grennamzer uhel hag an henamzer evit ijinañ armoù e oberenn. Klotañ a ra mat-tre neuz an armoù hag an houarnwiskoù deskrivet gantañ gant re sevenadur Europa an norzh a gaver e Beowulf, er sagaioù norsek hag e oberennoù damheñvel. E The Fall of Gondolin (kouezhadenn Gondolin), ar c'hentañ istor skrivet gantañ, Elfed Gondolin a ra gant saeoù houarn, klezeoù, skoedoù, goafioù, bouc'halioù ha gwaregoù henvel ouzh re Europa an norzh. E skridoù all Tolkien e vez impiljet an armoù hag an houarnwiskoù-se gant an holl ouennoù : Elfed, Korred, Men, Hobbited, hag Orked[2].

Evel en istorioù o deus awenet anezhañ, armoù Tolkien o deus alies pep a anv, a-wezhoù gant enskrivadurioù e runoù hag a ziskouez ez int hud hag o deus o istor hag o galloud dezhe o-unan[1].

Gwaregoù ha biroù

Belthronding

Gwareg Beleg Cúthalion ("gwareg kreñv"), kabiten gwarded Doriath, eo Belthronding, e The Silmarillion and The Lays of Beleriand[1][3]The Silmarillion, p. 208, 320; The Lays of Beleriand, p. 26, 117, 127</ref>. Savet e oe e prenn du ur wezenn-ivin. Hervez The Children of Húrin ne c'halle bezañ stignet nemet gantañ. Interet eo bet gant e berc'henn gant Gwindor ha Túrin. E Sindarin e talvez Belthronding "Gwareg diblegus", eus bel ("kreñv"), staran pe thron ("reut, stard"), ha ding (un onomatopeenn heñvel ouzh ting)[4].


Ar saezh du

Implijet eo ar saezh du gant Bard ar gwareger, a zisklêr e oa bet implijet meur a wezh, atav gant berzh, ha dastumet bepred. Hêrezh meur a rummad eus tiegezh Bard eo ha krediñ a ra e oa goveliet e e goveloù ar Roue dindan ar Menez. Bard a ziskar an aerouant Smaug ganti. Kollet e oa ar saezh gant kelan an aerouant en ur lenn[T 1].

E filmoù Peter Jackson, The Hobbit' eo bet kemmet natur ar saezh du. E-lec'h bezañ ur saezh a vent reizh, ar saezh du zo ken hir hag un dared, hag implijet eo gant ur arm-bann damheñvel ouzh ur vannerez e Dale. Implijet e oa an holl nemet unan da zifenn ar geoded ouzh Smaug e-pad e arsailh, hep ober muioc'h evit terriñ ur skant d'an aerouant, ha distrujet e oa Dale. Dalc'het eo bet ar saezh diwezhañ gant familh Bard evel hêrezh. Pa dag Smaug keoded Lake Town e klask Bard tennañ outañ gant ur wareg eeun, met e saezhoù ne reont droug ebet da Smaug. A-benn ar fin e lazh Smaug gant ar saezh du a-drugarez d'ar skant kollet gwezhall gant an aerouant hag a laosk un tachad eus e gorf dizifenn.

Klezeoù ha gouglezeoù

Ur c'hleze goveliet diwar skouer Glamdring evel m'emañ deskrivet e Aotrou ar gwalennoù

Andúril

Andúril (« Flammenn ar c'hornôg » e quenya) eo an anv roet gant Aragorn da Narsil, kleze kozh Elendil (ltad Isildur) a lakaas goveliañ en-dro e Rivendell a-raok mont da vrezeliñ da vare Brezel ar Walenn.

Angrist

Angrist (faouter houarn e Sindarin[T 2]) a oa ur gontell krouet gant ar gov Telchar eus Nogrod, hag implijet gant Curufin. Beren e gemeras digant Curufin. Implijout a reas anezhañ da dennañ unan ur Silmaril eus kurunenn houarn Morgoth. Evel ma oa Beren o klask tennañ un all e torras ar gontell[1][T 3]. E stumm koshañ istor Beren e The Book of Lost Tales e rae gant ur gontell evel ar re all. Diwezhatoc'h eo e teuas Curufin da vezañ un elfenn eus avanturioù Beren[T 4].

Glamdring

Glamdring ("Morzhol an enebourien" e Sindarin[5]) zo ur c'hleze e-barzh An Hobbit, Aotrou ar gwalennoù hag en Unfinished Tales[1][6]. Goveliet eo bet e-doug ar C'hentañ oadvezh gant an Noldor e keoded kuzhet Gondolin. Da gentañ e oa bet da Durgon, roue Gondolin. Miliadoù a vloavezhioù diwezhatoc'h, e 2941, eo kavet gant Gandalf e-mesk teñzorioù tri zroll e-barzh An Hobbit, ha dalc'het gantañ e-pad e veaj gant Bilbo Sac'heg ha Kumuniezh ar Walenn. Kavet e oa gant Orcrist ha gouest e oa eveltañ da lugerniñ gant ur skleur glas pa veze orked nepell. Lesanvet e oa Glamdring "Skoer" gant gobilined ar Menezioù latarek.

Gúthwinë

Gúthwinë (eus gúð-wine, "Mignon emgann" e hensaozneg[7]) eo anv ar c'hleze maneet gant Éomer, trede marichal Riddermark en Aotrou ar gwalennoù[1][T 5]. An anv-mañ a lenner e Beowulf, m'eo implijet gant an haroz da envel ar c'hleze Hrunting, prestet dezhañ gant Unferth, thane Hrothgar, evit e emgann gant mamm Grendel[8]/

Herugrim

Herugrim ("Kleze ferv" e hensaozneg[7]) eo anv kleze Théoden[1][T 6].

Narsil

Eilenn eus Narsil hag e enskrivadurioù evel m'emañ gwelet en Aotrou ar gwalennoù gant Peter Jackson.

Narsil (e Quenya : Flammenn ruz ha gwenn[T 7]), zo ur c'hleze en Aotrou ar Gwalennoù hag er Silmarillion[T 8][T 9]. Levezonet eo gant kleze ar roue Arzhur, Kaledvoulc'h[9].

Goveliet e oa ar c'hleze e-doug ar c'hentañ oadvezh gant ar c'horr Telchar[T 10][10] eus Nogrod, ur gov brudet evit e armoù en doa savet dija ar gougleze Angrist ha tokarn Hador. E diwezh an eil oadvezh e oa kleze Elendil. Torret e oa e daou damm en emgann etre Elendil ha Gil-galad a-enep Saoron. Isildur a implijas an tamm a zalc'he dre an dornell da droc'hañ ar Walenn Nemeti diouzh dorn Saoron. Dalc'het e oa an daou damm, anvet hiviziken "ar c'hleze a oa torret", gant hêred Isildur en Trede oadvezh, betek Aragorn. Goveliet e oa en-dro evit Aragorn a-raok da Gumuniezh ar Walenn da vont en he zro hag advadezet e oa gantañ Andúril (Flammenn ar c'hôrnog e Quenya)[T 11][T 12][T 13].

Orcrist

Orcrist (Faouterez Gobilined e Sindarin[T 14]), zo ur c'hleze e-barzh An Hobbit[1][T 15] a oa goveliet e Gondolin hag a oa lesanvet "Kroger" gant Gobilined ar Menezioù Latarek. Kavet e-barzh teñzor ur vandennad Trolled eo kaset ar c'hleze gant Thorin Oakenshield . Lakaet e oa en e vez goude e varv en emgann ar pemp arme. Teurel a ra ur skleur glas pa dosta Orked.

Sting

Sting zo ur gougleze bras goveliet gant an Elfed e keoded Gondolin, e-barzh An Hobbit ha The Lord of the Rings. Kollet e oa pa oa preizhet ar geoded e Kentañ oadvezh Douar ar C'hreiz. Adkavet e oa en Trede oadvezh gant Bilbo Sac'heg e bertim tri zroll eus ar Menezioù Latarek. Bras a-walc'h eo da davezout da gleze evit an hobbited Bilbo ha Frodo[1][T 16]. Bilbo a vadezas an arm goude bezañ argaset ar c'hevnid ramzel e Mirkwood. Diwezhatoc'h er roas d'e niz Frodo da vare Brezel ar Walenn, da vont da zistrujañ ar Walenn Nemeti. Sting a daol ur skleur glas pa vez Orked nepell, evel er Moria[11].

E filmoù Peter Jackson, The Lord of the Rings ha The Hobbit, eo engravet lavnenn ha dornell Sting gant lizherennoù e Sindarin a zistager evel amañ da-heul Maegnas aen estar nin dagnir in yngyl im. E brezhoneg e talvez "Maegnas eo ma anv, me eo gwalenn ar c'hevnid." Hervez stagadenn ar Silmarillion, e talvez maeg kement ha "lemm" pe "begek" e Sindarin[12]. E-barzh ar romant An Hobbit, Sting n'en deus enskrivadur ebet.


Grond

Grond (Sindarin: bazh-dotu) eo anv ar vataraz maneet gant Morgoth pa'n em gann gant Fingolfin e The Silmarillion[T 17] met anv un dourterez eo ivez e The Lord of the Rings,[1][T 18]. Implijet eo da doullañ dorioù meur Minas Tirith. Anvet e oa an dourterez diwar anv bataraz Morgoth[T 19]. E reizhadenn Distro ar roue savet gant Rankin-Bass, e reer "arm an diaoul" ha "Morzhol ar bed dindandouar" eus Grond-se.

Notennoù

Daveoù