Richarzh II (Bro-Saoz)
Richarzh II (6 Genver 1367 - 14 C'hwevrer 1400) a voe roue Bro-Saoz etre an 21 a viz Mezheven 1377 ha dibenn 1399, pa zilezas e gurunenn un nebeud mizioù a-raok e varv.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/dd/Richard_II_of_England.jpg/220px-Richard_II_of_England.jpg)
Ganet e voe e Bourdel, en Akitania. Mab e oa da Edouarzh, ar Priñs Du, ha d'e wreg Joan Kent. Mab-bihan e oa d'ar roue Edouarzh III. Ne oa nemet dek vloaz pa varvas e dad-kozh ha pa bignas war an tron (marvet e oa e dad er bloavezh kent).
Dimeziñ a reas gant Anna Bohemia, merc'h da impalaer an Impalaeriezh Santel Roman, ha goude marv houmañ, gant Izabel Valois, merc'h da roue Bro-C'hall. N'en devoe ket bugale na gant an eil na gant eben.
Lennegezh
Pezh-c'hoari Shakespeare, "Richard II".
En e raok: Edouarzh III | Roue Bro-Saoz ![]() 1377 – 1400 | War e lerc'h: Herri IV |
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWikipediaDibar:KlaskEil Brezel-bedSkoazell:SkoazellCarly SimonBrezel-bed kentañWikipedia:SkoazellHemolc'h an UnkornegMarc'h-kornek askellekWikipedia:Porched ar gumuniezhBrezhonegBengaluruLanvealgonWikipedia:Kumuniezh/An davarnWikipedia:Diwar-bennC'hoari ar misionerBreizhWikimedia1200Wikipedia:Kemennoù227Ukorneg askellekChaseadeg ar Marc'h-KornekHent ar SeizWikipedia:Anv-implijer/ezTeknologiezhConioloMarc'heg lost duSon ar chistrAmerika LatinMediaWikiEgiptYulia NachalovaRoll bannieloù BreizhRepublik Pobl SinaNizon