Rianteg

kumun ar Mor-Bihan

Rianteg a zo ur gumun eus Breizh e kanton Henbont e departamant ar Mor-Bihan.

Rianteg
Rianteg
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel)Riantec
Bro istorelBro-Gwened
Melestradurezh
DepartamantMor-Bihan
Arondisamantan Oriant
KantonHenbont
Kod kumun56193
Kod post56670
Maer
Amzer gefridi
Jean-Michel Bonhomme
2014-2020
EtrekumuniezhAn Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurelBro an Oriant
Lec'hienn webhttp://www.riantec.com
Poblañsouriezh
Poblañs5 806 ann. (2020)[1]
Stankter413 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 42′ 42″ Norzh
3° 18′ 33″ Kornôg
/ 47.7116666667, -3.30916666667
Uhelderioùkreiz-kêr : 5 m
bihanañ 0 m — brasañ 35 m
Gorread14,06 km²
Lec'hiañ ar gêr
Rianteg

Douaroniezh

  • War lez Mor bihan Gavr emañ ar gumun. Treuzet eo gant ur wazh, ar Riant.

Anv

  • Erwan Vallerie (1995) : Riantec, 1323; 1387; Rientec, 1391; Rantec, 1415; Rentec, 1423; Riendet, 1630; Rientek, 1636
  • Gerdarzh ː Hervé Abalain (2000) : "anv ur sant Riantoc"

Ardamezioù

  • "en glazur e gebrenn en arc'hant karget gant teir brizhenn erminig en sabel, hag heuliet ouzh kab gant div morvran dispak hag ouzh beg gant un veuteun digor en glazur, an holl en aour"

Istor

Brezel-bed kentañ

  • 164 den ag ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[7].
  • Fuzuilhet e voe ur milour breizhat bet ganet er gumun gant al lu gall d'an 21 a viz Ebrel 1915.

Lokmikaelig

  • Savet e voe kumun Lokmikaelig diwar ul lodenn eus Rianteg d'an 12 a viz Here 1919[8].

Eil brezel-bed

Monumantoù ha traoù heverk

  • Kastell Kerdurand, XVIIIvet kantved .
  • Monumant ar re varv.
  • Iliz katolik Santez Radegondus, adsavet e 1927; distrujet e oa bet gant an tan e 1917.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Brezhoneg

  • Ur skol Diwan zo e Rianteg abaoe miz Gwengolo 2009.
  • E distro-skol 2023 e oa 44 skoliad enskrivet er skol Diwan (8,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). Ofis ar Brezhoneg

Melestradurezh

Roll maered ar gumun
MareAnvStrolladKarg
2010→ bremañJean-Michel Bonhomme
Meurzh 20082010Michel Le Gall
Meurzh 2001Meurzh 2008Marc Roberdel
1989Meurzh 2001Roger Keraudran
19811989Henri Le BretonMezeg-loened
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Post

  • Savet e voe un ti-post nevez; distrujet e oa bet an hini a-gent, deuet diyac'hus, e miz C'hwevrer 1947[14].

Tud

Tud bet ganet eno

  • Pierre Marie Louis Le Bihan, d'ar 4 a viz Even 1874, soudard en 33vet Rujumant Troadegiezh Drevadennel, soudardaet en Oriant, bet fuzuilhet gant al Lu gall e Dommartin-sous-Hans (Marne, Bro-C'hall) d'an 21 a viz Ebrel 1915, e-pad ar Brezel-bed kentañ; barnet e voe d'ar marv evit bout drouklazhet ur serjant-major p'edo trezerc'het; ne ouie ket galleg, roet e voe ur jubennour dezhañ

[15],[16].

Ardamezeg ar familhoù

Baurin

Aotrounez Toulalan

En glazur e gebrenn en arc'hant, heuliet gant teir greskenn ivez en argant

Gevelliñ

Levrlennadur

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù