Reichssicherheitshauptamt

Reichssicherheitshauptamt pe RSHA (alamaneg a dalvez Ofis kreiz surentez ar Reich) a oa un aozadur krouet gant ar Reichsführer-SS Heinrich Himmler d'ar 27 a viz Gwengolo 1939 dre gendeuziñ an Hauptamt Sicherheitspolizei (ofis kreiz ar polis hag ar surentez, ennañ ar Gestapo hag ar c'h/Kripo) hag ar SD (ofis kreiz ar surentez). Pal an aozadur a oa stourm ouzh «enebourien ar Reich» hag ar re a veze graet «mall-e-goll» anezho. Diwar 1941 e voe aozet forbannañ ha lazhañ Yuzevien Europa gant RSHA, dre genlabour gant pennoù-bras an SS ha re polis (HSSPF) ar broioù ma oa ar Yuzevien o chom.

Reichssicherheitshauptamt
ajañs titouriñ, ajañs surentez, military police
Deiziad krouiñ27 Gwe 1939 Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Diellaouet gantGerman Federal Archives Kemmañ
DiazezerHeinrich Himmler Kemmañ
PrezidantReinhard Heydrich, Heinrich Himmler, Ernst Kaltenbrunner Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
IsaozadurState Police Office Braunschweig Kemmañ
Sez sokialBerlin Kemmañ
Erlec'hiañ a raSicherheitspolizei, Sicherheitsdienst Kemmañ
Deiziad divodadur8 Mae 1945 Kemmañ

E penn RSHA e voe an SS-Obergruppenführer Reinhard Heydrich betek e vuntr d'ar 4 a viz Even 1942, ha goude-se an SS-Obergruppenführer Ernst Kaltenbrunner betek dibenn ar brezel.

Aozañ

E Berlin e oa an aozadur kreiz, hag a oa rannet e seizh rann (Ämter). E teir rann e oa rannet an aozadur rannvroel : rann ar Reich, rann an tiriadoù aloubet, rann an tiriadoù argadet ma veze kaset an Einsatzgruppen, dindan renerezh Reinhard Heydrich[1]:

Rann (Amt)PerzhioùPennoù
Rann IAozañ hag implijidiSS-Brigadeführer Bruno Streckenbach
Rann IIMelestradur hag armerzhSS-Standartenführer Dr. Hans Nockemann
Rann IIISD-Inland
Titouriñ ha surentez - diabarzh
stag ouzh NSDAP
a rae war-dro an Alamaned a-fet etniezh,
e diavaez harzoù ar Reich hag a-raok ar stagerezhioù
SS-Standartenführer Otto Ohlendorf
Rann IVGestapo
Polis kuzh ar Stad
SS-Brigadeführer Heinrich Müller
AN SS-Sturmbannführer Adolf Eichmann, hag eñ e penn ar rann IV B-4
  • Judenangelegenheiten,
  • Räumungsangelegenheiten

a lakaas an diskoulm diwezhañ e pleustr.
Rannoù all a oa gouestlet d'an Iliz, d'ar frañmasoned, da evezhiañ an harzoù, d'an enepspiañ (Horst Kopkow e penn IV A 2).

Rann VKripo
Polis an torfedoù
SS-Brigadeführer Artur Nebe
Rann VISD-Ausland
Titouriñ ha surentez - diavaez
stag ouzh NSDAP
Spierezh diavaez hag enepspierezh
SS-Brigadeführer Heinz Jost, ha goude
SS-Brigadeführer Walter Schellenberg (gwelout ivez Obersturmbannführer Wilhelm Höttl)
Rann VIIDielloù ha meizañ ar bed
(propaganda, ideologiezh, dielloù…)
SS-Standartenführer Pr. Franz A. Six

Diwar c'houlenn e veze kaset soudarded gant RSHA da sikour pennoù ar polis hag an SS.

RSHA IV

Ar pevare rann a oa hini ar Gestapo renet gant SS-Brigadeführer Heinrich Müller. Unan eus ar re vrudetañ eo, rak gant hec'h izili eo e voe aozet ar Shoah.

Enni e laboure an SS-Sturmbannführer Adolf Eichmann (rann 4 B-4 e-karg eus an «aferioù yuzev»).

Rannoù all a oa gouestlet d'an Iliz, d'ar frañmasoned, da evezhiañ an harzoù, d'an enepspiañ (Horst Kopkow pour le IV A 2).

Gant testeni an Hauptsturmführer Dieter Wislicenye ouezer piv a oa e karg e rann Eichmann[2]:

  • Wisliceny e Slovakia
  • Siegfried Seidl, hag a voe e penn kamp-kreizennañ Theresienstadt
  • Franz Abromeit e Kroatia
  • Theodor Dannecker e Bulgaria (Dannecker a voe e penn kamp Drancy betek miz Gouere 1942, e 1943 e voe kaset da Vulgaria, e dibenn 1943-penn-kentañ 1944 e voe kaset da Italia ha goude-se da Hungaria)
  • Brunner e Bro-C'hall (e penn kamp Drancy), Gres ha Slovakia
  • Krumey e Łódź, Vienna ha goude-se Hungaria
  • Anton Burger e Theresienstadt hag en Aten e 1944

Meneget e voe ivez an Untersturmführer Richard Hartenberger hag an Hauptsturmführer Franz Novak gant Wisliceny[2].

Notennoù


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.