Rac'hel eo an den kentañ eus he ziegezh a gav Jakob e-tal ur puñs pan erru e Harran. Pa wel Jakob ar plac'h gant he loened, loened he zad Laban, e tenn eviti ar maen a c'holo ar puñs ma c'hallo he zropell evañ. Hag eñ kontañ eo kar d'he zad, penegwir eo mab da Rebekka, a zo c'hoar da Laban. Ha Rac'hel d'ar red da gontañ d'he zad. Pa glev Laban emañ e niz Jakob er vro e teu d'an daoulamm d'e vriata hag e tegemer anezhañ en e di.
Goude bet seizh vloaz o labourat e ti Laban ha dimeziñ d'ar verc'h henañ Lea, e timezas Jakob da Rachel, met gaonac'h e oa anezhi. Rac'hel neuze, gwarizi enni abalamour da frouezhusted he c'hoar, a raio da da Jakob dimeziñ d'he matezh Bilha.
A-benn ar fin e c'hano Rac'hel daou vab : Jozef ha Benoni (pe Benjamin), ha mervel a reas-hi ouzh e c'henel, e Betleem, ma teu pirc'hirined da bediñ war bez Rac'hel.