Ría de Cedeira

Ar ría de Cedeira zo un aber e Galiza, e proviñs A Coruña, hag unan eus ar Rías Medias, etre kumunioù Valdoviño ha Cedeira.

Mont a ra teir stêr d'hec'h ober:

  • ar stêr Condomiñas, hag a dreuz Cedeira, porzh pesketa ar gumun,
  • ar stêr Das Mestas, a ra an disparti etre kumunioù Cedeira ha Valdoviño, a zo a bep tu dezhi,
  • hag ar stêr Forcadas a zegouezh en aber e kumun Valdoviño, er c'hreisteiz d'an aber.