Qingdao
Qingdao (青岛 e sinaeg, Qīngdǎo e pinyin) (skrivet Tsingtao ha Tsingtau gwechall e yezhoù Europa) zo ur gêr vras en arvor Republik Pobl Sina, e proviñs Shandong. Poblet eo gant 8 715 100 a dud (e 2010).
Etre 1898 ha 1914 e oa Qingdao un drevadenn alaman, en Impalaeriezh trevadennel Alamagn. Da vare ar Brezel-bed Kentañ e voe aloubet gant Japaniz. E 1928 e voe staget ouzh Republik Sina en-dro, met adtapet e voe gant Japaniz, e-kerzh an an eil Brezel etre Sina ha Japan. Goude an Eil Brezel-bed, e 1949, e voe staget da vat ouzh Republik Pobl Sina.
E-pad C'hoarioù Olimpek hañv 2008 e oa bet dalc'het ar c'henstrivadegoù bageal e Qingdao.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWikipediaDibar:KlaskEil Brezel-bedSkoazell:SkoazellCarly SimonBrezel-bed kentañWikipedia:SkoazellHemolc'h an UnkornegMarc'h-kornek askellekWikipedia:Porched ar gumuniezhBrezhonegBengaluruLanvealgonWikipedia:Kumuniezh/An davarnWikipedia:Diwar-bennC'hoari ar misionerBreizhWikimedia1200Wikipedia:Kemennoù227Ukorneg askellekChaseadeg ar Marc'h-KornekHent ar SeizWikipedia:Anv-implijer/ezTeknologiezhConioloMarc'heg lost duSon ar chistrAmerika LatinMediaWikiEgiptYulia NachalovaRoll bannieloù BreizhRepublik Pobl SinaNizon