Pomper

(Adkaset eus Pomperien)

Stourm ouzh an tanioù-gwall, an dourioù-beuz ha gellout reiñ sikourioù liesseurt eo micher ar bomperien. Kefridi bennañ ur pomper a zo gwareziñ an dud, ar madoù hag an endro. Ur vicher diazez eus ar surentez keodedel eo. Tud a-youl-vat eo an darn vuiañ anezho, met lod a zo ur seurt soudarded.

Pomperien o lazhañ an tan
Pompiers amerikan en Irak
Pomperien Chicago
Pomperien en EPFL
Pleustradeg evit saveteiñ en Alamagn
Tennañ kuit ur c'houzañvad, Belgia
Pomperien Pölitz (Polonia)

Daoust ma kemm kefridioù ha statudoù ar bomperien eus an eil bro d'eben ez eus diazezoù hollek:

  • ar stourm a-enep d'an tan-gwall
  • derc'hel ar surentez ha saveteiñ pa 'vez ur gwallzarvoud pe gwallreuz naturel

Dont a ra ar ar ger "pomper" eus ar benveg a veze implijet gant ar bomperien er penn kentañ evit lazhañ an tan, da lavaret eo ur pomp dre zorn.

Pomperien Bro-C'hall

Dindan atebegezh ar c'humunioù ha kumuniezhioù kumunioù emaint, met muioc'h-muiañ a bomperien a vez gopret gant an departamantoù e Servijoù Departamant an tanioù-gwall hag ar sikourioù (Services départementaux d'incendie et de secours = SDIS). Daou rejimant al Lu gall a ra war-dro ar surentez keodedel ivez : Rejimant Pomperien Pariz hag ar Voraerion-Bomperien e Marselha.

Niver a bomperien

BroNiver hollekA-vicherA-youl vatNotenn
Alamagn1 383 73024 0001 300 000hag ouzhpenn : etre 30 ha 40 000 pomperien an embregerezhioù
Aostria247 227
Belgia17 0005 00012 000 (70 %)
Danmark6 5001 7003 400enno 1 400 konskried ;
servij kêr roet d'an embregerezh Falck e 2/3 eus ar c'humunioù
Bro-C'hall236 00051 200198 200 (79,5 %)e touez ar 51 200 den a-vicher : 39 200 nannsoudard ha 12 000 soudard (BSPP, BMPM, UIISC 1,5 ha 7).
Luksembourg[1]9 2191789 041
Izelvroioù26 5124 25322 259 (85 %)
Bro-Saoz ha Bro-Gembre58 00035 50016 50015 000 den a-vicher darn-amzer ha 1 500 den a bolontez vat
Slovenia60 86086060 000
Suis121 2001 400119 400hag ouzhpenn : tro 400 pomper embregerezh (stadegoù 2004)
Niver a bomperien dre vro


BroNiver hollekA-vicherA-youl vat
Alamagn1 676291 575
Aostria3 033
Belgia16448115 (70 %)
Danmark1203163
Bro-C'hall38265317 (85 %)
Luksembourg2 081402 041
Izelvroioù16426138 (85 %)
Bro-Saoz ha Bro-Gembre1106731
Slovenia3 043433 000
Suis1 638191 613
Niver a bomperien dre vro evit 100 000 anezad

Kirri arouezius


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

  • KOSTIOU Jeremi, Ur mirdi evit istor bras paotred-an-tan, e-barzh Ya !, niv. 428, miz Eost 2013, p. 3.

Notennoù