Plougernevel

kumun Aodoù-an-Arvor
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Plougernevel a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Gernev hag e kanton Rostrenenn e departamant Aodoù-an-Arvor.

Plougernevel
An ti-gar kozh e 2013.
An ti-gar kozh e 2013.
Anv gallek (ofisiel)Plouguernével
Bro istorelBro-Gernev
Melestradurezh
DepartamantAodoù-an-Arvor
ArondisamantGwengamp
KantonRostrenenn
Kod kumun22220
Kod post22110
Maer
Amzer gefridi
Alain Guéguen[1]
2014-2026
EtrekumuniezhKumuniezh kumunioù Kreiz Breizh
Bro velestradurelKornôg Kreiz Breizh
Lec'hienn webhttps://www.plouguernevel.bzh/
Poblañsouriezh
Poblañs1 610 ann. (2020)[2]
Stankter39 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 14′ 27″ Norzh
3° 15′ 17″ Kornôg
/ 48.2408, -3.2547
Uhelderioùkreiz-kêr : 218 m
bihanañ 132 m — brasañ 235 m
Gorread41,60 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plougernevel

Douaroniezh

Dezougen

Anv

  • Erwan Vallerie (1995) ː Ploekerneguell, 1246; Ploguernevel, 1285; Ploeguervelen, 1334; Ploekaerneuguell; Ploekaerneguell, 1368; Plouguernevel, 1370; Ploekenevel, 1395; Ploekernevel, 1395; 1516; 1536; 1570; Plokernevel, 1591; Plonguerueal, 1630

Ardamezioù

Istor

  • Emsavadeg ar Bonedoù ruz: trubuilhoù a savas pa deuas Jezuisted da visioniñ e Plougernevel, strolladoù parrezianed en em vodas en iliz, armoù gante, o krediñ e oa deut ar visionerion da embann an taos-holen, ar visionerion a rankas sinañ evit asuriñ na vefe goulennet taos nevez ebet, hag ar peoc'h a zeuas en-dro[3].
  • E 1842 e voe krouet parrez katolik Bonen, un drev eus hini Plougernevel e oa gwechall.
  • E 1892 e voe savet kumun Bonen diwar ul lodenn eus kumun Plougernevel.
  • Mervel a reas 110 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,30% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
  • Ur strouezheg a oa er vro.
  • Kemeret e voe kef an ti-post, gant izili eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 25 a viz Ebrel 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[5].
  • Mervel a reas 22 zen eus ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

Brezelioù didrevadennañ

  • Mervel a reas daou soudard.

Monumantoù ha traoù heverk

  • Peulvan Keralan.
  • Iliz katolik Sant Pêr, 1717.
  • Implijet e voe ar c'hloerdi kozh da ospital e-pad ar Brezel-bed kentañ.
  • Monumant ar re varv e Leurgêr an Iliz, d’an 6 a viz Du 1949 e voe diouelietluc’hskeudenn ha kartenn-bost [6].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Tud

Tud ganet eno

Ardamezeg ar familhoù

Guiller
Aotrounez Kerroue, Kerjegu
En aour e sourd en sabel o tislonkañ flammoù en gul

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù