Plagad

kumun Aodoù-an-Arvor

Ur gumun e Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor e oa Plagad ([ˈplaːgat]). Penn kanton e oa betek 2015.

Plagad
Maner Fornbello.
Maner Fornbello.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel)Plouagat
Bro istorelTreger
Melestradurezh
DepartamantAodoù-an-Arvor
ArondisamantGwengamp
KantonPlagad (betek 2015)
Pleuloc'h (abaoe 2015)
Kod kumun22206
Kod post22170
Maer
Amzer gefridi
Olivier Boissière
2019-2020
EtrekumuniezhLeñv Arvor Kumuniezh
Bro velestradurelBro Gwengamp
Poblañsouriezh
Poblañs2 844 ann. (2016)[1]
Stankter124 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 32′ 15″ Norzh
2° 59′ 51″ Kornôg
/ 48.5375000000000, -2.9975000000000
Uhelderioùkreiz-kêr : 144 m
bihanañ 68 m — brasañ 262 m
Gorread31,98 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plagad

Douaroniezh

Dezougen

Anv

  • Stummoù kozh ː Ploagac, 1148 ; Ploeadgat, Ploadgat, 1198 ; Ploagat, 1199 ; Plouagat, 120 2; Ploagat, 1202, 1215 ; Ploadgat, 1219 ; Ploagat, 1240 ; Ploadgat, 1259 ; Ploeasgat Castri Audreni, 1371 ; Plezasgar, 1388 ; Ploeagat, 1457 ; Plouagat, Ploagat Chatelaudren, 1467 ; Ploeagat Castel Audren, 1516 ; Plouagat-Chatel-Audren, 1779[2].

Ardamezioù

En gul e dreustell en argant, heuliet gant teir fempdeliaouenn ivez en argant, 2 ouzh kab, 1 ouzh beg.
  • Ardamezioù an tiegezh Eder (siell Per ag Eder, 1345).

Brezhoneg

Ar Brezoneg er Skol
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].
Deskadurezh
  • E distro-skol 2018 e oa 27 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (6,0 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).

Istor

  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Plagad, Gabriel Corez e anv, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[4].
  • Mervel a reas 138 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 7,02 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5].
  • Klasket e voe kemer argant en ti-post, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 17 viz Mae 1944, met c'hwitet e voe o zaol gante, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[6].
  • Mervel a reas seitek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[5].

Brezelioù didrevadennañ

  • Mervel a reas daou vilour.

XXIvet kantved

Kendeuzet e oa bet gant Kastellaodren d'ar 1 a viz Genver 2019 d'ober ur gumun nevez : Kastellaodren-Plagad[7].

Monumantoù ha traoù heverk

An iliz katolik Sant Pêr zo bet kaoz da zistruj, saveteet e voe hervez ur referendom graet e 2013[8].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Tud

Ardamezeg ar familhoù

Marc'hec / Marec / Chevalier
Aotrounez Pellan, Kerguilly, Kerouzien
En argant e leon en gul, krabanet, teodet, ha kurunet en aour, e dreustell balirant en sabel, karget gant teir rodig-kentr en argant.
Martin
Aotrounez Malros
En gul e rozenn-doubl en argant.

Darempredoù etrebroadel

Gevelliñ

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù