Pinyin

Sinalunioù (lunioù sinaek) en o skritur hengounel pe eeunaet gant o zreuzskrivadur pinyin zo war ar bajenn-mañ. Sellit ouzh ar skoazell war Unicode pe testit o merdeer ma ne welit ket anezho fraezh.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar Pinyin (拼音 pīnyīn) zo ur reizhiad skrivañ a dalvez da romanekaat ar mandarineg (da skrivañ anezhañ ent fonetikel gant al lizherenneg latin) hag a vez implijet e Republik Pobl Sina. Pinyin, ger-ha-ger, a dalvez e sinaeg "distagañ ar sonioù". Ur verradenn eo evit hanyu pinyin (汉语拼音 hànyǔ pīnyīn, da lavaret eo : "distagañ sonioù yezh an Han-ed »). Diazezet eo bet e 1958, ha deuet eo da vezañ ar reizhiad implijetañ evit romanekaat ar sinaeg tro-dro ar bed.

Distagadur kensonenn gentañ ur silabenn

PinyinLFEDisplegadur (gwelit Wikipedia saozneg evit gouzout hiroc'h)
p[pʰ]evel e saozneg, pe e brezhoneg pa vez aspiret mat
t[tʰ]evel e saozneg h.a.
k[kʰ]evel e saozneg h.a.
b[p]evel p e galleg
d[t]evel t e galleg
g[k]evel k e galleg
s[s]evel en « sistem »
c[tsʰ]evel ts, aspiret
z[ts]c nann-aspiret (hanterhent etre ds ha ts)
x[ɕ]un tammig evel ch e brezhoneg, war-du an s
q[tɕʰ]un tammig evel tch e brezhoneg
j[tɕ]q, nann-aspiret, etre dz ha dj e brezhoneg
sh[ʂ]un tammig evel ch e brezhoneg
ch[tʂʰ]un tammig evel tch e brezhoneg
zh[tʂ]ch, nann-aspiret
f[f]evel f e galleg
h[x]evel c'h e brezhoneg "c'hoar"
l[l]evel l e brezhoneg
r[ʐ] pe [ɻ]un tammig etre an r eus ar saozneg « rank » hag ar j eus ar galleg « jeu » distaget eus ar c'harlañchenn !
w[w]evel e brezhoneg (mod-Treger) ; ne glever netra mar emañ heuliet gant u
y[j]evel e brezhoneg ; ne glever netra mar emañ heuliet gant "i" pe "ü"
m[m]evel e brezhoneg
n[n]evel en brezhoneg
ng[ŋ]evel e brezhoneg « onkl »

Mar krog ur silabenn gant ur vogalenn war-eeun, ha ma tegouezh e-kreiz ur ger, e vez lakaet ur skrab en he raok. Da skouer « Xi'an » (div silabenn) n'eo ket « Xian » (ur silabenn).

Distagadur al lizherennoù all

PinyinLFEDisplegadur
a[ɑ]e fin ur silabenn, evel ar saozneg « father »
ai[aɪ]un tammig evel ar saozneg « eye »
an[an], [ɛn]un tammig evel ar galleg « Anne ». E-barzh ian, üan, juan, quan, xuan, ha yuan : un tammig evel ar brezhoneg KLT « penn ».
ar, anr, air[aɹ]evel ar saozneg USA « are »
angr idem, frïet
ao[aʊ]evel ar saosneg « cow » well-wazh
aor evel ar saosneg « tower » well-wazh
e[ɤ]un tammig evel ar galleg « je »
ê[ɛ]evel ar galleg « Rennes »
ei[ei]evel ar brezhoneg « breizh »
en[ən]evel ar brezhoneg KLT « takenn »
eir, enr[ɝ]evel ar saozneg « her » mui pe vui
eng idem, gant ng goude
er mar n'eo ket e-barzh ar sufiks -r (da skouer 而, 二), evel ar; a-hend-all (da skouer 歌儿, 车儿), evel e gant un -r goude. Gwelit ivez ier, uer, üer
engr idem, friet
i[i]evel ar brezhoneg « fri », nemet goude "c", "ch", "r", "s", "sh", "z" or "zh"; neuze ne vez klevet vogalenn ebed, hogosik
ie[iɛ]evel ar galleg « hier » mui pe vui
ier idem, gant -r goude
iu[iou̯]evel ar brezhoneg « yaou »
o[u̯]e-barzh bo, po, mo, fo, wo, e vez klevet an diftong ou heuliet gant o. Gwelit ivez ou
ong[ʊŋ]an o amañ a zo un "o" brezhoneg serret
ongr idem, gant -r goude
ou evel ar saozneg « so »
our idem, gant -r goude
u[u], [y]evel ar galleg « ou », nemet goude y, x, j ha q; neuze e vez klevet un u galleg
ue, uer gwelit "üe"
uo[uo]evel ar galleg « tout haut »
ü[y]un u galleg ; ne gaver an ü-se nemet goude n ha l ; a-hend-all ne vez ket merket an umlaut
üe[yɛ]evel ar galleg « tu es »
üer idem, gant -r goude

Distagadur tonennoù ar vogalennoù

Ar mandarineg zo ur yezh gant tonioù, gant peder zonenn, skrivet e pinyin gant ar sinoù diakritek-mañ :

  1. - Ton uhel
  2. / Ton o vont d'an nec'h (tired lemm e pinyin)
  3. v Ton o vont d'an traoñ un tammig, ha neuze d'an nec'h
  4. \ Ton berr o vont d'an traoñ (tired boud e pinyin)

Ar sin diakritek a vez lakaet war unan eus vogalennoù ar silabenn.

Taolenn an tonennoù implijet gant ar pinyin

(An niverennoù merket da heul a dalvez evit skrivañ ar vogalennoù pinyin e HTML).

N° tonenn\vogalennaeiouü
1(-)ā 257ē 275ī 299ō 333ū 363ǖ 470
2(/)á 225é 233í 237ó 243ú 250ǘ 472
3(v)ǎ 462ě 283ǐ 464ǒ 466ǔ 468ǚ 474
4(\)à 224è 232ì 236ò 242ù 249ǜ 476

Liammoù diavaez

中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.