Pepi II Neferkare

Pepi II Neferkare a oa pempvet faraon ar c'hwec'hvet tierniezh en Henegipt (2284-2184 kent J.-K.).

Priedoù

Hir e voe buhez Pepi II ha meur a bried en doe, en o zouez :

  • Neith, kenitervez dezhañ ha moereb war un dro (merc'h e oa da Ankhesenpepi Iañ), hervez boaz an dimezioù kenwadel en tiegezhioù uhel,
  • Iput II, c'hoar dezhañ (merc'h d'e dad Merenre),
  • Ankhesenpepi III, Ankhesenpepi IV, hag Udjebten.

Teir anezho, Neith, Iput hag Udjebten, o devoa pep a biramidenn vihan en-dro da hini ar roue e Saqqara.