Pattes blanches

Pattes blanches zo ur film gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Jean Grémillon e 1948.

Fichenn deknikel

  • Doare : Drama,
  • Skoazellerien-sevener : Pierre Kast ha Guy Lefranc,
  • Senario : Jean Anouilh ha Jean Bernard-Luc,
  • Divizoù : Jean Anouilh,
  • Kevredad produiñ : Majestic Films,
  • Produour : Roger de Venloo,
  • Rener produiñ : Léon Carré,
  • Rener ar skeudenniñ : Philippe Agostini,
  • Ijinour ar son : Jean Rieul,
  • Aozerez ar sonerezh orin : Elsa Barraine,
  • Kinklourien : Léon Barsacq, skoazellet gant André Bakst, Jacques Chalvet ha Robert Clavel,
  • Farder : Hagop Arakelian,
  • Frammerez : Louisette Hautecoeur,
  • Luc'hskeudenner leurenn : Roger Corbeau,
  • Prantad filmañ : adalek an 12 a viz Gouere betek an 20 a viz Du 1948,
  • Lec'hioù filmañ : teir sizhunvezh en Erge-ar-Mor ha c'hwezek sizhunvezh e studioioù Neuilly-sur-Seine (Seine d'an ampoent),
  • Deiziad dont er-maez : 13 a viz Ebrel 1949,
  • Padelezh : 92'.

An danvez

Ur mareour pinvidik eo Jack Le Guen, o chom en ur gêriadennig war an aod ; eno en deus degaset Odette, e wreg kleiz. Ha dindan nebeut amzer ec'h en em ziskouez sev ouzh ar baotred en-dro dezhi : ouzh Juluan a Geriadeg, kastellan al lec'h, graet Pattes blanches anezhañ abalamour da liv e vodreoù hag ouzh Maurice, hantervreur bastard Juluan a ra fae holl gêriadenniz warnañ. Plijout a rafe da Odette lubaniñ da Juluan ha dimeziñ da Jack daoust dezhi karout Maurice hepken. E-kreizig-kreiz darvoudoù mantrus ec'h en em gav ar gaer a veleganez, darvoudoù ma vo-hi ar c'houzañverez kentañ anezhe...

Roll ar gomedianed

  • Fernand Ledoux : Jack Le Guen,
  • Suzy Delair : Odette,
  • Paul Bernard : Julien de Keriadec, Pattes blanches e lesanv,
  • Michel Bouquet : Maurice,
  • Arlette Thomas : Mimi,
  • Sylvie : mamm Maurice,
  • Jean Debucourt : ar barner imbourc'h,
  • Betty Daussmond : moereb Julien,
  • Edmond Beauchamp : an archer,
  • Pierre Sergeol : ur c'houviad,
  • Madeleine Barbulée : ar genitervez,
  • Paul Barge : ur c'houviad,
  • Geneviève Morel : Marguerite,
  • Jean-François Bailly
  • Pierre Duncan
  • Jean Pommier