Pachycephalosauria

Ar Pachycephalosauria ("glazarded o fenn tev") a oa ur strollad Ornithischia a ziorroas e-pad ar [[kretase|C'hretaseer pezh zo hiziv Norzhamerika hag Azia. Loened daoudroadek geotdebrer, dezhe ur c'hlopenn tev, e oant holl. E spesadoù zo ez a kern o c'hlopenn d'ober ur volzenn dezhi un nebeud kantimetr tevder. A-wezhioù o devoa kerniel bihan (Pachycephalosaurus) pe drein (Stygimoloch).

Skeudenn savet gant J. Mallon

Rendaeloù taer zo bet diwar-benn talvoudegezh ar c'hlopenn ken tev-se. Ar vartezeadenn graet an aliesañ zo e rede al loened-se a-benn an eil re d'ar re all, izel o fenn, en emgannoù lidek, evel ar moufloned pe an ejened-musk, met stumm ront ar c'hlopenn a vije bet techet da ziroudañ an taolioù, ar pezh en dije degaset gloazioù er gouzoug. Marteze e vez implijet o fenn da reiñ taolioù penn a-gostez (evel ar jirafed) pe marteze d'en em zifenn a-enep d'ar breizherien.

E-touesk ar genadoù kavet er strollad-se, emañ Pachycephalosaurus, Stegoceras, Stygimoloch, Prenocephale ha marteze Yaverlandia. Majungatholus a oa sellet outañ e-pad pell evel ur pachycephalosauria ivez zo bet anavezet hiziv evel un Theropoda eus kerentiad an abelisauridae.

Taksonomiezh

  • Isurzhiad Marginocephalia
  • DREIST KERENTIAD PACHYCEPHALOSAURIA
    • (?) Ferganocephale
    • Stenopelix
    • Wannanosaurus
    • Goyocephalia
      • Goyocephale
      • Homalocephaloidea
        • Homalocephale
        • Ornatotholus
        • Yaverlandia
        • Kerentiad : Pachycephalosauridae
          • Alaskacephale
          • Gravitholus
          • Stegoceras
          • Iskerentiad Pachycephalosaurinae
            • Tylocephale
            • Prenocephale
            • Meuriad Pachycephalosaurini
              • Sphaerotholus
              • Stygimoloch
              • Pachycephalosaurus
              • Gravidocodon
              • Finkiosaurus
              • Kabutognathus