Ourania
Ourania (Ουρανία, "neñvel" e gregach, diwar Οὐρανός / Ouranós, « an Oabl ») a oa muzenn ar steredoniezh hag al lennerezh-planedennoù e mojennoù Hellaz kozh.
Mamm e oa da Linos, he devoa bet diwar pe Apollon, pe Amfimaros.
Peurvuiañ e vez gwelet gant ur voul-douar en he dorn kleiz hag ur wialenn en he dorn dehoù, gwisket gant ur sae glas evel an oabl, stered en-dro d'he fenn, hag he zroad ganti war ur vaot, arouez an davedegezh. Gouzout a oar lenn planedenn pep hini diouzh lec'h ar stered en oabl. Alies e vez kaoz eus Kengarantez ha Spered Santel pa gomzer anezhi. He dilhad zo goloet a stered, ha dalc'hmat e vez troet he selled etrezek an neñv. Karout a ra an dud troet gant ar brederouriezh hag an neñvoù.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWikipediaDibar:KlaskEil Brezel-bedSkoazell:SkoazellCarly SimonBrezel-bed kentañWikipedia:SkoazellHemolc'h an UnkornegMarc'h-kornek askellekWikipedia:Porched ar gumuniezhBrezhonegBengaluruLanvealgonWikipedia:Kumuniezh/An davarnWikipedia:Diwar-bennC'hoari ar misionerBreizhWikimedia1200Wikipedia:Kemennoù227Ukorneg askellekChaseadeg ar Marc'h-KornekHent ar SeizWikipedia:Anv-implijer/ezTeknologiezhConioloMarc'heg lost duSon ar chistrAmerika LatinMediaWikiEgiptYulia NachalovaRoll bannieloù BreizhRepublik Pobl SinaNizon