Omega (lizherenn)

Lizherenneg
c’hresianek
Α αΒ β ϐ
Γ γΔ δ
Ε ε ϵΖ ζ
Η ηΘ θ ϑ
Ι ιΚ κ ϰ
Λ λΜ μ
Ν νΞ ξ
Ο οΠ π ϖ
Ρ ρ ϱΣ σ ς
Τ τΥ υ
Φ φ ϕΧ χ
Ψ ψΩ ω
Lizherennoù
diamzeret
Ϝ ϝϘ ϙ
Ϛ ϛͲ ͳ
Ͱ ͱϷ ϸ
Ϻ ϻ

Pevare lizherenn warn-ugent al lizherenneg c’hresianek eo omega (Ω, ω) hag a dalvez 800 hervez ar sistem niverenniñ gresianek. Al lizherenn diwezhañ an hini eo.

Graet e vez ωμέγα “o mega” (“o bras”) diouzh al lizherenn-mañ evit ober an diforc’h etrezi hag al lizherenn O pe ομικρόν “omikron” (“o bihan”).

Distaget e vez LFE [ɔː] pe [ɔ] e gresianek klasel hag [o] e gresianeg a-vremañ.

Diorroet e oa bet diwar daou omikron skrivet renk-ouzh-renk da gentañ hag an eil war-lerc'h egile da c'houde.War-lerc'h e oa bet diorroet ivez al lizherennoù kirillek a-gozh Ѡ ha ѡ).

Implijoù all

Implijet e vez alies, dreist-holl gant ar gristeniezh evit ober dave d’an diwezh, o keñveriañ gant alpha hag a ra dave d’ar penn-kentañ.

Gwelet ivez

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.