Nepotegezh
An 'izelouriezh, pe nepotegezh diwar an italianeg nepotismo (eus nepote, "niz") dre ar galleg, eo an anv roet d'an implij a vez graet gant an dud er galloud eus o liammoù tiegezh evit reiñ kargoù d'o nized ha tud all, pe dellezek pe gouest e vijent da seveniñ o c'harg pe ne vijent ket.
E Bro-C'hall emañ ar c'hiz gant ar gannaded da zibab da sekretourien o gwreg, pe bugale.(Daveoù a vank)
Gerdarzh
Eus ar ger latin nepos "niz" e teu ar ger italianek nepote heñvelster.
- Kalist III a oa ur pab a anvas e niz da gardinal, ha hennezh e voe ar pab Alesant VI.
- Sist IV a anvas e niz Raphaël Riario, da gardinal d'e 17 vloaz.
- Alesant VI a anvas e vab Cesare Borgia da gardinal d'e 18 vloaz.
- Napoleone Buonaparte a roas rouantelezhioù e 1809 d'e dri breur : Spagn da Giuseppe Buonaparte, Rouantelezh Holland da Luigi Buonaparte ha Rouantelezh Westfalen da Girolamo Buonaparte.
🔥 Top keywords: DegemerRummad:Skiantourien an IzelvroioùDibar:KemmoùDiwezhañRestr:Racist Aryan Fist or White Power Fist used by white supremacists.svgEil Brezel-bedDibar:KlaskTübingenWikipediaWikipedia:SkoazellSkoazell:SkoazellWikipedia:Kumuniezh/An davarnBritney SpearsRummad:Implijerien bs-MAR-15Rummad:Implijerien es-M184Patrom:Degemer/KeleierPorched:Armoù-tanRoll tud bet drouklazhetWikipedia:Porched ar gumuniezhGouezvaBengaluruSnorri SturlusonDavid CrosbyHarrison FordMichael DouglasDonald TrumpJean RochefortMicheline PresleCharles AznavourLauren BacallBro-C'hallRobin Le NormandCharlotte RamplingGeorg Wilhelm Friedrich HegelBonnie RaittHenri VerneuilWikiWikipedia:Pennadoù eus an dibab