Naram-Sin (Akkad)

Naram-Sin (« Kaet gant Sîn »), mab Manishtusu, mab-bihan Sargon, a zeuas da vezañ roue Impalaeriezh Akkad e -2254 (pe -2202)[1],[2]. Unan eus rouaned vras istor Mezopotamia eo ivez met lezet en deus un eñvor teñvaloc'h evit hini e dad-kozh.

Lodenn eus stelenn an trec'h en enor d'ar roue Naram-Sin, mirdi al Louvre : emañ ar roue a-us d'ar re all ha gantañ un diarenn gornek, evel an doueed pa vezont taolennet.

Ranket en deus talañ goude e gurunidigezh ouzh un emsavadeg vras e Mezopotamia-Izel renet gant Iphur-Kich e Kich, a vode ar c'hoededoù nesañ (Sippar, Erech, Kazallu), hag Amar-girid eus Uruk, heuliet gant keodedoù all eus ar Su (Ur, Lagach, Adab, Churuppak, etc.)[3]. Hervez an hengoun a denn d'an emsavadeg-se e voe mouget en un doare spontus. Un alouber bras e voe Naram-Sin ivez, daoust ma'z eo diaes adsevel kronologiezh e aloubadegoù. Kas a reas ergerzhadegoù e Mezopotamia uhel hag e Siria an Norzh e-pad e ren, evel e dad-kozh moarvat, daoust ma chom posupl e vije bet kentañ roue Akkad da sujañ ar vro-se. Evel evit Sargon e laka hengounioù diwezhatoc'h trec'hioù war rouaned eus Anatolia war e gont (re Kanesh hag Hatti peurgetket) met n'eo ket sur ez eo gwir[4]. Naram-Sin en deus trec'het ivez Elam ha Marhachi, ha sujet en dije Magan d'e dro[5]. Dindan e ren eo e voa sevenet adreizhadennoù ha savadurioù bras .

Hervez an hengoun n'en dijje ket azeulet Enlil evel ma oa dleet, anezhañ brasañ doue Mezopotamia izel. Kondaonet eo bet an emzalc'h-se, gant ar remziadoù deuet e c'houde, en dije taolet ur mallozh war roue Akkad hag e warlerc'hidi, abalamour m'en doa lakaet droug da sevel en doueed. Koulskoude ez eo ar roue-mañ a lakaas sevel en-dro templ bras an doue. Da dra e teuas diwezh impalaeriezh Akkad nebeut goude bloavezhioù diwezhañ e ren.

Notennoù