Mohammed

anv paotr (محمد)

Mohammed pe Mohamed, a-wechoù Moc'hamed (arabeg : مُحَمَّد Mouhammad, [mʊħɑmmæd]) zo un anv-badez muzulman roet d'ar baotred, a dalv kement ha « meuladus, unan a zo roet ar c'hras dezhañ ». Dont a ra ra eus anv Mahomed, profed meur an Islam.

Mohammed
anv paotr
Anv er yezh a orinمحمد, Mohammed, Maxamed Kemmañ
Anvet diwarMohammed Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvarabeg, saozneg Kemmañ
LizherennegArabic script, Lizherenneg latin Kemmañ
SoundexM530 Kemmañ
Cologne phonetics662 Kemmañ
CaverphoneMMT111 Kemmañ
Family name identical to this given nameMohammed, Muhammed Kemmañ
Attested infrequency of first names in the Netherlands, 2010 Kemmañ
Subject lexemeL52356 Kemmañ
"Mouhammad kannad Doue" skrivet war dorioù moskeenn Al-Masjid an-Nabawi.

Hervez an hengoun muzulman e vez roet d'ar mab henañ. Hervez kont eo an anv-badez ar muiañ roet er bed. Un anv-tiegezh eo ivez.

Stummoù all

Doare-skrivañ all : Muhammed ; Muhammad ; Muhamad ; Mohammad. Kalz stummoù all zo er bed.

Stummoù dre yezh

Tud

Imamed

Pennrouanez Al-Andalus

Pennrouanez Songhai

  • Askia Mohammed I alias Mohammed Touré ar Bras (tro-dro 1442-1538), roue an Impalaeriezh Songhai (1493-1528)
  • Askia Mohammed II Benkan e penn an Impalaeriezh Songhai etre 1531 ha 1537
  • Askia Mohammed III el Hadj roue eus 1582 betek 1586
  • Askia Mohammed IV Bano a zeas da roue war e lec'h eus 1586 betek 1588
  • Askia Mohammed V Gao a renas un nebeut mizioù e 1591, goude emgann Tondibi hag a voe kaoz eus diskar an Impalaeriezh Shonghai

Sultaned otoman

Sultaned ha rouaned Maroko

  • Mohammed ech-Cheikh, sultan saadianat Maroko (1540-1557)
  • Mohamed ech Cheikh II el Mamoun, sultan saadianat Maroko (1608-1613)
  • Mohammed ech-Cheikh es sghir (Mohammed Saadi III), sultan saadianat Maroko (1636-1654)
  • Moulay Mohammed, Mohammed I, sultan Maroko (1659-1664)
  • Mohammed II, sultan Maroko (1736-1738) ;
  • Mohammed III, sultan Maroko (1757-1790) ;
  • Mohammed IV sultan Maroko (1859-1873) ;
  • Mohammed V, Mohammed ben Youssef, sultan ha goude roue alaouit Maroko, tad an dizalc'hidigezh (19091961)
  • Mohammed VI ganet Mohammed Ben Al-Hassan e 1963, roue alaouit Maroko abaoe 1999.

Pennrouanez all

  • Mohamed Ali pe Mehmed Ali (1769-1849), besroue Egipt, gwelet evel diazezer Egipt vodern
  • Mohammed Zaher Chah (1914-2007), diwezhañ roue Afghanistan
  • Muhammad I (1105-1118), sultan seldjoukid Irak
  • Muhammad I (1358-1375), eil roue an Impalaeriezh Bahmanid
  • Muhammad II (1378-1397), pempvet roue an Impalaeriezh Bahmanide
  • Muhammad du Khwarezm, (?-1220), chah, diwezhañ mestr Khwarezm, trec'het gant Gengis Khan
  • Mohammed de Ghazni (998-1041), sultan ghaznevid e 1030, hag etre 1040 ha 1041
  • Muhammad Ghûrî (1162-1206), alouber ha sultan pers
  • Sokollu Mehmet Pacha (1505-1579), vizir meur Suleiman ar Meurdezus, Selim II ha Mourad III
  • Zahiruddin Muhammad (1483-1530), pe Bâbur, diskennad Tamerlan ha Gengis Khan, diazezer dinastiezh Mogholed India

Pennnoù Stad

Tud all

Mamadou

Mehmet

Gwelout ar pennad Mehmet.

Mohamed

Muhammad

Anv-tiegezh

Lennegezh

Gwelout ivez

Daveoù ha notennoù