Mauser C96

Ar Mauser C96 zo ur bistolenn damaotomatek alaman ijinet gant ar vreudeur Feederle, a laboure evit an embregerezh Mauser. Produet e voe etre 1896 ha 1937. Kambret e oa da gentañ evit ar munisionoù 7,63 × 25 mm Mauser.

Mauser C96
Skeudenn ar pennad Mauser C96

Ur bistolenn Mauser C96
Kinnig
BroBanniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Mont en-droPistolenn damaotomatek
Munisionoù7,63 × 25 mm Mauser (standart)
9 × 19 mm Parabellum
7,65 × 21 mm Parabellum
.45 ACP
8 mm Gasser
ProduerienMauser
Astra y Unceta, Cía
Mare produiñ1896 - 1937
Skouerennoù produetOuzhpenn 1.100.000
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn)1,130 kg
Hirder312 mm
Hirder ar c'hanol140 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek150-200 m
Tizh mont e-maez ar boledoùEtre 350 ha 425 m/s
Endalc'hKarger diabarzh pourvezet gant klipoù 6 pe 10 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hallB

Deskrivadur

Kinniget e voe pimpatrom kentañ ar C96 e miz Meurzh 1895. Gant sikour Wilhelm II e voe lañset ar produiñ. Plijet e oa ar Kaiser gant al lamm a c'halled stagañ ouzh dornikell ar bistolenn evit implijout anezhi evel ur garabinenn ha tennañ resisoc'h, pa oa diaes dezhañ implijout e vrec'h kleiz. Daoust d'he fouez uhel e oa fiziapl ha resis[1], ha dont a reas da vezañ poblek e-touez ofiserien kalz armeoù european a-raok 1914. Pourvezet e oa gant ul laonenn gargañ 6 pe 10 kartouchenn.Servijout a reas kalz ar C96 etre daouarn an ofiserien alaman da vare ar Brezel-bed Kentañ. Goude 1919 ha Feur-emglev Versailhez e voe produet stummoù berroc'h o c'hanol anvet Bolo[2]. Roet e voent d'ar polis alaman dreist-holl. Kalz kopiennoù a voe produet e Spagn hag e Sina.

En Istor

  • Winston Churchill a implije ur Mauser C96 da vare e emgannoù en Afrika etre 1898 ha 1900.
  • Pistolennoù Mauser C96 a voe implijet da lazhañ Nikolaz II Rusia (1918), ar c'hentañ ministr spagnolat Eduardo Dato (1921) hag ar roue Aleksandr I Yougoslavia (1934).
  • An dudenn Thomas Shelby a implij ur C96 er stirad Peaky Blinders (2013-2022).

Daveennoù

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan