Matt Smith

Matt Smith, e wir anv Matthew Robert Smith, a zo un aktour tele ha c'hoariva, a zo ganet e Breizh-Veur d'an 28 a viz Gouhere 1982. E miz Genver 2009, e voe choazet Matt Smith da c'hoari e-barzh « Doctor Who », un heuliadenn mil anavezet e Bro-Saoz. C'hoari a ra en heuliadenn-mañ er pempvet, c'hwec'hvet, seizhvet hag eizhvet tennad.

Matt Smith o komz e-kerzh gouel-meur San Diego e 2012.

E vuhez

Matt Smith a zeuas da vezañ aktour e 2003 goude ur gudenn kein a harzas outañ da zont da vezañ c'hoarier mell-droad. E gentañ perzh a oa hini Jim Taylor en ur film savet diwar levrioù Philip Pullman: « mallozh ar maen-rubis » hag Mister ar steredenn bolel e 2006.

E miz Genver 2009 e voe choazet da c'hoari an unnekvet mezeg en heuliadenn « Doctor Who ». E welidigezh kentañ a oa ar c'hentañ a viz Genver 2010 e-barzh eil lodenn an degouezh anvet The End of Time Dibenn an Amzer, (anvet e galleg « La Prophétie de Noël »). Matt Smith a zo an aktour yaouankañ en defe c'hoariet perzh ur mezeg.

E 2011, e voe choazet Matt Smith evit treuziñ Cardiff, e-lec'h ma vez c'hoariet un heuliadenn all anvet Torchwood, gant ar flammenn olimpek d'ar 26 a viz Mae 2012.

E vugaleaj

Ganet ha kresket eo Matt Smith e Northampton. C'hoant en doa da vezañ c'hoarier mell-droad met goude ur c'hloazadenn en e gein, e teuas a-benn e gelenner c'hoariva da gendrec'hiñ anezhañ en ur enskrivañ anezhañ e reizhadenn « Douze homme en colère ». Goude se e kendalc'has e gelenner da gendrec'hiñ anezhañ evit ma 'z afe d'ar skol National Youth Theatre e Londrez. Goude ar skol e studias Matt Smith an arz dramatek pe c'hoari-pezh hag ar skritur.

E vuhez labour

E-pad e vuhez en deus c'hoariet Matt Smith e-barzh peder heuliadenn disheñvel, daou bezh-c'hoari ha tri film.

Filmografiezh

Skinwel

BloavezhTitlRollNotennoù
2007Party AnimalsDanny Foster
2007Secret Diary of a Call GirlTim1 abadenn
2007The StreetIan Hanley2 abadenn
2009Moses JonesDS Dan Twentyman
2010The Sarah Jane AdventuresThe Doctor2 abadenn
2010–2013Doctor WhoThe Doctor[1],[2],[3]Heuliad 5-7, Abadenn an 50vet Deiz-ha-bloaz

Filmoù

BloavezhTitlRollNotennoù
2006The Ruby in the SmokeJim Taylor
2007In BrugesYoung HarryArvest tennet
2007The Shadow in the NorthJim Taylor
2009TogetherRobFilm berr
2010WombThomas[4]
2011Christopher and His KindChristopher Isherwood
2012Bert and DickieBert Bushnell[5]
2014How to Catch a MonsterBully
2015Terminator GenesysT-5000/ Skynet

C'hoari-pezh

BloavezhTitlRollC'hoariva
2003Murder in the CathedralThomas BecketNational Youth Theatre
2004The Master and MargaritaBasoonLyric Hammersmith
2004Fresh KillsArnoldRoyal Court Theatre Upstairs
2005On the Shore of the Wide WorldPaul DanzingerRoyal Exchange
Royal National Theatre
2005–2006The History BoysLockwoodRoyal National Theatre
2006Burn/Chatroom/CitizenshipTom/William/GaryRoyal National Theatre
2007That FaceHenryRoyal Court Theatre Upstairs
2007–2008Swimming with SharksGuyVaudeville Theatre
2008That FaceHenryDuke of York's Theatre

C'hoarioù Video

BloavezhTitlRoll
2010Doctor Who: The Adventure GamesAr Mezeg
2010Doctor Who: Return to EarthAr Mezeg
2010Doctor Who: Evacuation EarthAr Mezeg
2012Doctor Who: The Eternity ClockAr Mezeg

Daveoù


Lennadennoù ouzhpenn

  • Smith, Oli (2010). Doctor Who: The Eleventh Doctor: Matt Smith. London: BBC Children's Books. ISBN 978-1-4059-0687-6

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.