Marcus Iotapianus
Un alouber e reter an Impalaeriezh roman e oa Iotapianus, pe M. F. Ru. Iotapianus e-pad ren Fulup an Arab. En em sevel a reas a-enep kresk an taosoù. E-pad ur mare berr e kontrollas-eñ Siria hag en Antioc'heia e stalias e gêr-benn. C'hwitañ a reas, avat, e emsavidigezh, ha gant e soudarded dezhañ eo e voe lazhet.
Anavezet eo gant un nebeud pezhioù-moneiz ha danevelloù Sextus Aurelius Victor, Zosimus, ha Polemius Silvius.
Gwelet ivez
Liammoù diavaez
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWikipediaDibar:KlaskEil Brezel-bedSkoazell:SkoazellCarly SimonBrezel-bed kentañWikipedia:SkoazellHemolc'h an UnkornegMarc'h-kornek askellekWikipedia:Porched ar gumuniezhBrezhonegBengaluruLanvealgonWikipedia:Kumuniezh/An davarnWikipedia:Diwar-bennC'hoari ar misionerBreizhWikimedia1200Wikipedia:Kemennoù227Ukorneg askellekChaseadeg ar Marc'h-KornekHent ar SeizWikipedia:Anv-implijer/ezTeknologiezhConioloMarc'heg lost duSon ar chistrAmerika LatinMediaWikiEgiptYulia NachalovaRoll bannieloù BreizhRepublik Pobl SinaNizon