Mamoudzou

kumun Mayotte
Mamoudzou
Mamoudzou.
Mamoudzou.
Anv e shimaoreMomoju
Melestradurezh
StadFrañs Frañs
RannvroMayotte
DepartamantMayotte (prefeti)
KantonPennlec'h tri c'hanton
Kod kumun97611
Kod post97600, 97605, 97680, 97650
Maer
Amzer gefridi
Mohamed Majani
2014-2020
EtrekumuniezhCommunauté d'agglomération de Dembeni-Mamoudzou
Lec'hienn webhttps://www.mamoudzou.yt
Poblañsouriezh
Poblañs71 437 ann. (2017)[1]
Stankter1 689 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
12°46′44″S 45°13′53″E
Uhelderioùbihanañ 0 m — brasañ 572 m
Gorread42,3 km²

Mamoudzou eo pennlec'h departamant tramor Mayotte e Meurvor Indez. Anvet Momoju e shimaore, ar rannyezh swahilek lec'hel, ez eo kumun bobletañ Mayotte. Dzaoudzi, war an enez vihan Petite Terre (pe Pamanzi), e oa ar gêr-benn gozh met dibabet e voe Mamoudzou da gêr-benn e 1977. Enni emañ an holl frammadurioù melestradurel, politikel, kenwerzhel hag artizanel kreiz. Ouzhpenn 50 000 annezad a zo bremañ o chom enni (war-dro 30 % eus poblañs hollek Mayotte).

Douaroniezh

Mamoudzou

Emañ kêr Vamoudzou war arvor biz Grande-Terre (pe Mahoré) a-dal da enez Petite-Terre (pe Pamanzi) e Kanol Mozambik, etre norzh Mozambik ha norzh Madakaskar.A-ramp war ar menez hag an arvor emañ, alese e loc'h ar c'hobiri a ya eus Grande Terre da Petite Terre.

Ouzhpenn kreiz Mamoudzou e-unan ez a seizh kêriadenn d'ober ar gumun : Cavani, Kawéni, Mtsapéré, Passamaïnty, Vahibé, Tsoundzou I ha Tsoundzou II. Ar c'hêrioù tostañ eo Dzaoudzi, Pamandzi, Koungou, Dembéni hag Ouangani.


Douarouriezh ha torosennadur

Emañ reter ar gumun en arvor, war ribl daou ouf dispartiet gant beg Mahabo. Ur blaenenn strizh eo hag a ya d'ober un drederenn eus tiriad ar gumun war-bouez nebeud. Naou-dinaou pe meneziek eo kreiz ha kornôg Mamoudzou, gant gwezh ha gwezh all traoñiennoù ar stêrioù hag a dreuz anezhi en tu kornôg-reter. Emañ beg uhelañ ar gumun e Menez Mtsapéré en norzh (572 m).

Hidrografiezh

Meur a stêr a dreuz douaroù Mamoudzou :

  • Kwalé
  • Gouloué
  • Doujani
  • Majimbini
  • Kawéni la joli

Istor

Diorroet e voe Mamoudzou adal ar bloavezhioù 1860 evit eilañ ar pennlec'h Dzaoudzi. Tamm-ha-tamm e voe enframmet kêriadennoù kozh da heul ar c'hêriekadur. Lod eus ar c'hêriadennoù-se a oa anezho abaoe kantvedoù : Kaweni (XIVvet kantved), Mtsapéré (dibenn an XVIIIvet kantved), Choa pe « pointe Mahabou », kêriadenn savet er bloavezhioù 1830 gant ar Sakalava a oa deuet a-gevret gant Andriantsoly. E Kaweni hag e Kavani e voe savet div blantadeg korz-sukr gant labouradegoù en eil hanterenn eus an XIXvet kantved. Gallout a reer gwelet aspadennoù anezho c'hoazh.

Melestradurezh

Prefeti Mayotte eo ar gumun. Rannet eo e tri c'hanton : Mamoudzou-1, Mamoudzou-2 ha Mamoudzou-3.

Roll ar vaered

Roll ar vaered
MareAnvStrolladKarg
20082014Abdourahamane SoilihiUMPSenedour (abaoe 2011)
Meurzh 2014→ bremañMohamed MajaniTu-gleiz diseurt

Poblañsouriezh

Poblañs ar c'hêriadennoù
Kêriadenn199720022007
Kavani3 9485 4888 100
Kaweni6 2069 60411 562
Mamoudzou5 6666 5336 186
Mtsapéré6 97910 49511 283
Passamainty5 1736 0087 086
Tsountsou 12 0933 0583 398
Tsountsou 25741 0631 671
Vahibé2 1353 2363 736
Niver dalc'het adal 1997 : Poblañs hep kontoù doubl
Emdroadur ar boblañs
19911997200220072012
20 30732 73345 47553 02257 281
Niver dalc'het adal 1991 : Poblañs hep kontoù doubl

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù