Lleu Llaw Gyffes

Lleu Llaw Gyffes (/ɬeɨ ɬau gəfes/), pe Llew Llaw Gyffes (dre fazi), zo anv un den eus pevare skourr ar Mabinogi, e kontadenn Math fab Mathonwy, mab Math hag Arianrhod. Peurvuiañ e soñjer e klot e anv gant hini Lugh e mojennoù Iwerzhon, pe Lug (pe Lugos) an doue galian.

Lleu er Mabinogi

Istor Lleu ha tynghedau Arianrhod, ha hini Lleu ha Blodeuwedd, a ya d'ober eil ha trede lodenn an danevell Math fab Mathonwy er Mabinogi .

E c'hanedigezh

Breur gevell eo da Dylan Eil Ton.Da vare e c'hanedigezh e taol e vamm tri mallozh (pe geisa) warnañ :

  • n'en do anv ebet,
  • ne zougo ket armoù,
  • n'hallo ket kaout gwreg eus an douar; da lavarout eo n'hallo ket bout ur gwaz.

Koulskoude, pa gresk ar paotr ha pa wel ar vamm pegen ampart eo e ro ul lesanv dezhañ, ha setu savet diwarnañ ar mallozh kentañ.
Un deiz e voe roet dezhañ da grediñ, gant e eontr Gwydion, e oa arsailhet e di, ha setu Lleu rediet da gemer armoù. Ar roue Math, a zo ur strobineller galloudus anezhañ, gant skoazell e niz Gwydion, a grou dezhañ ur pried diwar bleunioù ha plant: Blodeuwedd an hini eo, da lavarout eo « dremm bleunioù », a greder.


Gerdarzh

En anv Lleu e weler ar wirizienn gembraek a zo er gerioù golau ("gouloù") ha lleuad ("loar"), hag a dalv kement ha "gouloù" ha "sklaer" war un dro. Ouzhpenn-se, evel ar ger golau e c'hall ober dave d'ar blev melen.

Levrlennadur

  • Ifans, Dafydd & Rhiannon, Y Mabinogion (Gomer 1980) ISBN 1-85902-260-X
  • Ifor Williams (gol.), Pedeir Keinc y Mabinogi (Caerdydd, 1930; adembannet meur a wech)