Leonora Carrington

Mary Leonora Carrington OBE (6 Ebrel 191725 Mae 2011) a oa un arzourez saoz staliet e Mec'hiko, ezel eus luskad ar surrealouriezh. Brudet eo evel kizellerez, livourez ha skrivagnerez.
E Ciudad de México e tremenas ar braz eus he buhez, ha pa varvas e 2011 e oa unan eus diwezhañ perzhidi luskad surrealour ar bloavezhioù 1930.[1]
Unan eus diazerezed al luskad Movimiento de liberación de las mujeres (WLM) e Mec'hiko e voe ivez, er bloavezhioù 1970[2].

Leonora Carrington

Ganedigezh6 Ebrel 1917
Clayton-le-Woods, Chorley
Banniel Lancashire Lancashire
Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Marv25 Mae 2011
Ciudad de México
Banniel Mec'hiko Mec'hiko

MicherKizellerez
Livourez
Skrivagnerez
LuskadSurrealouriezh

Internetwww.leocarrington.com'
(en) (es)

Buhez

Yaouankiz

E parrez Clayton-le-Wood e Choley e kontelezh Lancashire e Bro-Saoz e oa bet ganet Leonora Carrington d'ar 6 a viz Ebrel 1917[3] ; iwerzhonadez e oa he mamm Marie Humphreys Moorhead, ha saoz e oa he zad Harold Wylde Carrington, a oa e penn labouradegoù gwiadel[4]. Gouarnerezed, heñcherien ha leanezed a reas war he zro, ne voe ket desavet gant he zud.

Skoliadur

Da 8 vloaz e voe kaset d'ur skol gatolik a oa e Chelmsford, ma voe argaset abalamour ma nac'he labourat ; eus skol kouent St. Mary en Ascot e voe argaset ivez. Ken rebell e oa ar plac'h ma voe kaset gant he zud da skolaj kastizus Miss Penrose e Firenze, hag argaset alese e voe ivez ; neuze e voe kaset da Baris d'ur skolaj dichek all, a rankas kuitaat ivez goude un nebeud mizioù. Brouezet-bras e voe he zud, setu ma kasjont o merc'h da lojañ en ur skol strizh-kenañ, e Paris en-dro ; ne voe ket argaset Leonora ar wech-se, rak kemer an tec'h a reas ha distreiñ d'ar gêr.

Taolennoù eus mare an Azginivelezh he doa gwelet e Firenze ha reoù surrealour e Paris ; enep ma yaje da arzourez e savas he zad, met broudet e voe gant he mamm. Kement e pouezas Leonora avat ma voe aotreet da studiañ e School of Art Chelsea er bloavezh-skol 1935-1936.[5]
Goude he bloavezh studi e Chelsea e c'hallas mont da skol al livour gall kubour Amédée Ozenfant (1886-1966), staliet e 1936 e London. Er bloaz-se e profas Mary Moorhead d'he merc'h 19 vloaz ul levr nevez-embannet diwar-benn ar surrealouriezh, bet aozet gant Herbert Read, Surrealism[6].

Darempredoù gant Max Ernst

E Diskouezadeg 1936 e London e welas L. Carrington oberennoù ar surrealour alaman Max Ernst (1891-1976). Bloaz goude e kejas ouzh an arzour e London ; taol-kurun ar garantez a skoas war ar Saozez 20 vloaz hag an Alaman 46 vloaz, ha kerkent ez eas Leonora da vevañ gant an arzour brudet. Ken kounnaret e voe he zad pa glevas keloù ma lakaas ar polis da embann un urzh herzel a-enep an Alaman en askont da bornografiezh.[7]. Ar c'houblad hag arzourien all a gavas repu e Kernev-Veur betek dibenn an hañvezh ; goude-se e tistroas Max Ernst da Baris gant Leonora hag e tilezas e wreg Marie-Berthe Aurenche (abaoe 1927 e oant dimezet, hag e 1942 e tispartijont). E 1938, ar c'houblad a guitaas Paris hag en em stalias e Sant Martin d'Ardecha nepell diouzh Avinhon, en un ti bet prenet gant Leonora a-drugarez d'ur yalc'had digant he mamm.[7] Kenlabourat a reas an daou arzour eno, ouzhpenn da skorañ an eil egile en diorroadur arzel. Meur a arzour surrealour a dremenas dre o zi, Salvador Dalí ha Pablo Picasso en o zouez.

Pa darzhas an Eil Brezel-bed e Bro-C'hall d'an 3 a viz Gwengolo 1939 e voe harzet Max Ernst gant ar pennadurezhioù gall war zigarez ma oa alaman, un étranger hostile neuze hervez ar polis. A-drugarez da emell Paul Éluard ha mignoned all e voe didamallet goude un nebeud sizhunvezhioù. Hogen nebeut goude aloubidigezh Bro-C'hall gant an nazied e voe harzet gant ar Gestapo war zigarez ma oa dilignezet e oberennoù ; koulz Max Ernst hag an arzour alaman-ha-gall Hans Bellmer (1902-1975) a voe bac'het met Ernst a zeuas a-benn da dec'hel da Stadoù-Unanet Amerika gant harp ar vadoberourez Peggy Guggenheim (1898-1979) en ur lezel Leonora Carrington war e lec'h.
Mantret-bras e voe honnezh, ken ma voe skoet gant un diwaskadenn nervel ; p'edo an nazied o c'hounez tachenn e kinnigas ur vignonez dezhi, Catherine Yarrow, tec'hel ganti da Spagn. Ret e voe d'an arzourez yaouank (23 bloaz), gwerzhañ an ti war an tach hag izelbriz, gant an holl oberennoù a oa e-barzh, d'un ostiz er gêriadenn ha kemer penn an hent hep distro.[7]
E Madrid e chomas e ti mignoned d'he familh betek ma voe erru ken izel ma voe bac'het en ur bredospital e Santander ma voe mezeget gant tredangridoù, Cardiazol® ha Luminal®, evel ma oa ar c'hiz en Europa ar mare-se. C'hwec'h mizvezh-pad e chomas eno ; goude-se e tivizas he zad he c'has dindan gward d'ur sanatoriom e Suafrika via Lisboa.[8]
Erru e Lisboa he doe Leonora Carrington an dizober eus he ambrouger hag ec'h eas betek kannati Mec'hiko davit Renato Leduc (1897-1986), ur barzh surrealour hag a oa kannad Mec'hiko e Portugal. Hennezh a asantas dimeziñ gant Leonora evit ma vije roet dezhi immuniezh diplomatek pried ur c'hannad ; 24 bloaz e oa Leonora, 20 vloaz yaouankoc'h eget he fried, met disujet diouzh he zad e oa an arzourez yaouank.[9]

Mec'hiko

El Mundo Mágico de los Mayas (1963)

R. Leduc hag e bried a veajas da New York ma chomjont gant surrealourien a-raok mont da Vec'hiko, ma tizimezjont e 1943. Eno e chomas Leonora Carrington e-pad an nemorant eus he buhez, gant chomadennoù e New York a vare da vare.[9]
Goude bezañ tremenet un ran eus ar bloavezhioù 1960 e New York e tistroas da Vec'hiko da vevañ ha da labourat. Eno, e 1963, e voe goulennet diganti ur murlivadur awenet gant kontadennoù hengounel ar vro, evit an Instituto Nacional de Antropología e Historia ; El Mundo Mágico de los Mayas eo an anv a voe roet d'an oberenn gant an arzourez[10].

E 1946 e timezas gant al luc'hskeudenner hungariat Emérico Weisz (1911-2007) ; daou vab o doe : ar skrivagner Gabriel (*1945)[11] hag al livour Pablo (*1947)[12].

D'ar merc'her 25 a viz Mae 2011 e varvas Leonora Carrington diwar skeventfo e Ciudad de México, m'eo beziet er Panteón Inglés[13].

Oberennoù

Taolennoù brudetañ

  • Self-Portrait (Inn of the Dawn Horse), 1936–1937
  • The Horses of Lord Candlestick, 1938
  • The Meal of Lord Candlestick, 1938
  • Portrait of Max Ernst, 1939
  • The Inn of the Dawn Horse (Self-Portrait), 1939
  • The Temptation of St. Anthony, 1945
  • The Kitchen Garden on the Eyot, 1946
  • The Giantess (The Guardian of the Egg), 1947
  • The Old Maids, 1947
  • The Bird Bath, 1974
  • The Memory Tower, 1995
  • Gatomaquia, 2009

Delwennoù brudetañ

Levrioù

Levrlennadur

  • (en) CARRINGTON, Leonora (1944). Down Below. New York : New York Review Books Classics, 2017(ISBN 978-1-68137-060-6)
  • (en) Bird, Michael. The St Ives Artists – A Biography of Place and Time. Farnham : Lund Humphries, 2008 (ISBN 978-0-85331-956-6)
  • (en) Robinson, Michael. Surrealism. London : Starfire Publishing, 2006 (ISBN 978-1-84451-694-0)

Liammoù diavaez

Notennoù