Leda hag an alarc'h (Leonardo da Vinci)

Leda hag an alarc'h (Wilton)
Cesare da Sesto, 1505-1510
eoullivadur war lien
96,5 × 73,7 cm
Wilton House
Salisbury
Bro-Saoz

Leda hag an alarc'h zo un daolenn gant Leonardo da Vinci hag a zo aet da goll, nemet anavezet eo dre ar studiennoù graet gantañ, tresadennoù diwar e zorn, hag an eillivadurioù zo bet graet gant e ziskibien evel Cesare da Sesto.

Ar vojenn

Leda, merc'h roue Etolia ha pried Tindareos, roue Sparta en harlu. Karet eo gant Zeus a deu d'ober e lez dezhi e korf un alarc'h. Diwar e garantez ez eus ganet daou vugel: Elena ha Polideükes, ganet en ur vi, tra ma'z eo ganet Kastor ha Klitemnestra en ur vi all[1].

Taolennoù

Meur a daolenn a zo bet livet diwar taolenn pe studioù Leonardo.
Peurvuiañ e weler ur vaouez c'hadalus, an doueez Leda, o vriata un alarc'h, an doue Zeus, hag eñ ur gurunenn aour en e gerc'henn.

E-harz treid Leda emañ ar vioù a vije ganet anezho ar c'hoarezed Elena ha Klitemnestra hag an Dioskured, ar vreudeur Kastor ha Polideukes.

Leda hag an alarc'h (Roma)
Cesare da Sesto, 1510-1520
tempera war goad
112 × 86 cm
Galleria Borghese
Roma
Italia

En taolennoù anavezet ez eus kevredet daou vare disheñvel, hini emgav Leda hag an evn, ha hini diglorañ ar vioù ha ganedigezh ar pevar bugel.

Istor

Er Galleria Borghese en Roma emañ an daolenn abaoe 1693. N'ouzer ket gant piv e voe urzhiet avat.

Leda war bennoù he daoulin

Studienn evit ul Leda war bennoù he daoulin gant Leonardo da Vinci

Giampietrino, Leda hag he bugale (1508 -1513)

Leda hag he bugale, gant Giampietrino
Leda Spiridon

Cesare da Sesto, Leda hag an alarc'h (1505 - 1515)

Pell amzer e voe soñjet e oa diwar zorn Leonardo. Hiziv e soñjer e oa un eillivadur, ha n'eo ket diwar an daolenn orin, met un oberenn all savet diwar ar c'hartoñs graet gant Cesare da Cesto diskibl da Leonardo.

Eillivadurioù

Ken brudet e oa Leda Leonardo ma voe graet kalz a eillivadurioù anezhi.

Notennoù

Levrlennadur

  • "Leonardo", Los grandes genios del arte, n.º 17, Eileen Romano (dir.), Unidad Editorial, S.A., 2005, ISBN 84-89780-69-2

Liammoù diavaez

Galleria Borghese - Gwivan ofisiel