Léon Blum

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Léon Blum a zo bet ganet d'an 9 a viz Ebrel 1872 e Pariz ha marvet d'an 30 a viz Meurzh 1950 e Jouy-en-Josas a oa ur Politikour sokialour ha den-Stad gall.

Léon Blum
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhAndré Léon Blum Kemmañ
Anv-bihanLéon Kemmañ
Anv-familhBlum Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Ebr 1872 Kemmañ
Lec'h ganedigezhrue Saint-Denis Kemmañ
Deiziad ar marv30 Meu 1950 Kemmañ
Lec'h ar marvJouy-en-Josas Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Lec'h douaridigezhJouy-en-Josas Kemmañ
Breur pe c'hoarRené Blum Kemmañ
PriedJeanne Blum, Thérèse Blum Kemmañ
BugelRobert Blum Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Place of detentionBuchenwald, Sachsenhausen Kemmañ
Micherpolitiker, diplomat, skridvarnour, kazetenner Kemmañ
Bet war ar studi eLycée Henri-IV, Lycée Charlemagne, École normale supérieure, skol-veur Pariz Kemmañ
Lec'h annezhouse of Léon and Jeanne Blum Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Strollad politikelSFIO Kemmañ
Diellaouet gantArchives nationales, center for History at Sciences Po Kemmañ
Ezel eusHuman Rights League Kemmañ
Prizioù resevetMarc'heg al Lejion a Enor, Concours général Kemmañ
Skrivet en deus evitL'Humanité, Le Populaire, La Revue Blanche Kemmañ
Léon Blum, bloavezh 1925

Blum a zo bet penn ar rann gall d'an Etrevroadel labourer (SFIO, strollad sokialour), ha prezidant kuzul ar ministred, pe penn ar gouarnamant gall adalek ar bloavezh 1936 betek 1937 ha goude-se adalek miz Meurzh betek miz Ebrel bloavezh 1938.

Penn gouarnamant ar Republik c'hall da c'hortoz adal miz Kerzu 1946 betek miz Genver 1947, e bodad a vezo e-karg reiñ lañs da ensavadurioù ar pevare Republik.

An adkempennoù a zegaso a vezo reoù araokour war an dachenn sokial (ar vakañsoù gopret, merc'hed er gouarnamant, reduiñ ar prantadoù labour...). Hiziv an deiz c'hoazh ez eo gwelet evel ur penn diaz d'ar sokialouriezh c'hall.

E vuhez

Ganet en ur familh marc'hadourien eusbourc'hizelezh israelat paris, Leon Blum en deus graet studioù alive uhel o deus kaset anezhañ davet ur vicher rannet etreoberezhioù politikel dreist-holl er C'huzul Stad hag oberezhioùlennegel.

E fin an 19vet kantved e krog da stourmevit an SFIO, dont a ra da vezañ ur buruteller anavezet ha labourata ra gant ar gazetenn L'Humanité. Da heul disparti an tu kleiz ekendalc'h Tours e 1920 gant ar re a felle dezho heuliañ an tredeEtrevroadel hag ar re n'o doa ket c'hoant, Léon Blum a zeu e-penn arstrollad sokialour e Kambr an deputeed. Met e-keñver ekonomiezh hakevredigezh, leon Blum a zo marksour-kenañ. Fellout a ra dezhañ e vefe perc'hennet a-stroll an doareoù produiñ.

E 1936, an talbenn poblek, un emglevsinet etre argomunourien hag ar sokialisted, a c'hounez andilennadegoù deputeed. Leon Blum a zo a-du da vezañ e penn argouarnamant a zeu diouzh drec'hadenn-se.

Eñ eo ar c'hentañ yuzev o vezañprezidant ar C'huzul. Diwar an orin-se eo taget gant an tu dehoupellañ. Taget eo ivez gant ar gomunourien a rebech dezhañ chom hepsikour republikaned Spagn, met ivez peogwir eo bourc'hiz ha peogwirne gendalc'h ket gant ar reformiñ evit aesaat buhez al labourerien.

Gantañ eo bet sinet emglev Matignon evit krekiñ eus 10%goproù al labourerien, evit lakaat e plas 2 sizhunvezh koñje goprethag evit digreskiñ an eurvezhioù labour eus 48e da 40e.

Klasket en deus stourm ouzh Hitler metden n'eus selaouet anezhañ.

Depute adarre e 1940, n'eo ket a-duevit leuskel an holl c'haloudegezhioù da pétain. Barnet eo eta eRiom e 1942 ha kaset d'ur c'hamp kreizenniñ e Buchenwald hag eDachau.

Dieubet e vo gant gant an amerikaniz.Distreiñ a ra e Frañs ha prezidañ a ra Kuzul an dieubiñ e-pad urvloavezh met delezel a raio e berzh politikel.