Kontelezh Mark

Kontelezh Mark (Grafschaft Mark pe Die Mark en alamaneg; Comté de La Marck e galleg) a oa ur gontelezh en Impalaeriezh santel roman german, en daou du d'ar stêr Ruhr, a-hed ar stêrioù Volme ha Lenne, ha konted Mark a oa an aotrouien c'halloudusañ e Westfalia en amzer-hont.

Kontelezh Marck, e 1791, gant Friedrich Christoph Müller.

E deroù ar XVvet kantved e voe ebarzhet en Niederrheinisch-Westfälischer Reichskreis pe Kelc'hiad Izelroenat-Westfalian.

Lec'hiadur

Kartenn eus dugelezhioù Kleve, Berg, Juliers ha Mark, e 1477.

En norzh dezhi e oa priñselezh Münster, er reter dugelezh Westfalen, er su hag er c'hornôg e oa dugelezh Berg.

Ar pennañ kêrioù e oa Hamm, Soest hag Iserlohn

Kastell Altena
Dugelezhioù unanet Jülich-Kleve-Berg

Istor

Savet e voe ar gontelezh diwar kontelezh Altena, roet gant Adolf II, kont Berg, d'e vab Eberhard. Kreskiñ o zachenn a reas an diskennidi war-du an hanternoz. War-dro 1200 e kemeras Adolf Iañ an titl a gont Mark. En 1368 e tegouezhas kontelezh Kleve gant e ziskennidi, a voe savet da zugelezh en 1417 ; da neuze edo kontelezh Mark dindan dugelezh Kleve. En 1614 e tegouezhas gant Tiegezh Brandenburg. En 1701 e teuas dilenner Brandenburg da vezañ Roue Prusia. En 1807 e voe ebarzhet e dugelezh Berg, hag e 1815 e voe roet da Brusia en-dro.

Konted Mark

Tiegezh Mark zo ur skourr eus Tiegezh Berg. Ur skourr all eus Tiegezh Berg (koshoc'h hogen bihanoc'h he fouez en istor Europa) a deuas da vout konted Isenberg, ha goude konted Limburg ha Limburg Styrum.

  • 1160–1180 Eberhard Iañ, mab da Adolf IV, Kont Berg
  • 1180–1198 Frederick Iañ, mab da Eberhard I
  • 1198–1249 Adolph Iañ, mab da Frederick I. Hennezh e voe kentañ kont Mark en tiegezh, en 1202; ne reas ket nemeur gant titloù Berg pe Altena.
  • 1249–1277 Engelbert Iañ
  • 1277–1308 Eberhard II
  • 1308–1328 Engelbert II
  • 1328–1347 Adolf II
  • 1347–1391 Engelbert III
  • 1391–1393 Adolf III, breur da Engelbert III, Kont Kleve abaoe 1368, bet eskob Münster hag Arc'heskob Köln,
  • 1393–1398 Dietrich
  • 1398–1448 Adolf IV, mab da Adolf III, hag ivez Kont Kleve 1394–1417, Dug Kleve 1417–1448
  • 1437–1461 Gerhard, breur da Adolf IV – Rejant, hogen ne oa ket aotreet d'ober gant an titl a gont Mark .
  • 1448–1481 Johann Iañ, mab Adolf IV, ha Dug Kleve abaoe 1448.
  • 1481–1521 Johann II , mab, ha Dug Kleve.
  • 1521–1539 Johann III , mab, ha Dug Jülich-Berg adal 1511.
  • 1539–1592 Wilhelm, mab, ha Dug Jülich-Berg, Dug Gelder 1538–1543.
  • 1592–1609 Johann Wilhelm, mab, ha Dug Jülich-Berg. Dilignez.

Tiegezh Hohenzollern

Aet gant Bro-C'hall e 1807 dre Feur-emglev Tilsit, ebarzhet e Dugelezh-veur Berg.

Hiziv

Chomet eo an anv Mark en anv Märkischer Kreis er c'hreisteiz d'ar stêr Ruhr e Nordrhein-Westfalen, en Alamagn. Rann hanternoz ar gontelezh (en hanternoz d'ar stêr Lippe) a vez graet Hohe Mark ("Mark Uhelañ") anezhi, e-skoaz ar "Mark Izelañ" (etre Ruhr ha Lippe) a zo tostik en he fezh e tachenn ar Ruhr.