Komborn

kumun Il-ha-Gwilen

Komborn a zo ur gumun eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen. Pennlec'h Kanton Komborn eo.

Komborn
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Ardamezioù
Anv gallaouekConbórn
Anv gallek (ofisiel)Combourg
Bro istorelBro-Sant-Maloù
Melestradurezh
DepartamantIl-ha-Gwilen
ArondisamantSant-Maloù
KantonKomborn (pennlec'h)
Kod kumun35085
Kod post35270
Maer
Amzer gefridi
Joël Le Besco
2020-2026
EtrekumuniezhKK Breizh ar Romantelourien
Bro velestradurelBro Sant-Maloù
Lec'hienn webhttps://www.combourg.bzh/
Poblañsouriezh
Poblañs6 082 ann. (2020)[1]
Stankter96 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 24′ 34″ Norzh
1° 45′ 02″ Kornôg
/ 48.4094444444, -1.75055555556
Uhelderioùkreiz-kêr : 66 m
bihanañ 29 m — brasañ 120 m
Gorread63,55 km²
Lec'hiañ ar gêr
Komborn

Douaroniezh

Anv

  • Comburnium, Combore, Castellum - Combornium, Combort[2]
  • diwar anv plac'h germanek Humburg[3] (?)
  • Comburn 1032 BO / SG; Comburnio 1187 AE / MA[4].

Ardamezioù

Palefarzhet etre argant ha gul
Diwar ardamezioù kontelezh hag eskopti Dol[5].

Istor

  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Sevin e anv, ha tri c'hure, Maingny, Roumillé ha Marie[6].
  • Mervel a reas 209 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 4,12% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[7]; pevar anezhe a varvas e Belgia abalamour da emgannoù miz Eost 1914, unan d’an 22 a viz Eost en Emgann Rossignol , kanolier-blenier e oa en 2vet Rujumant Kanolierezh Drevadennel[8], unan d’an 31 a viz Eost e Montignies-sur-Sambre Rossignoll , soudard e oa er 25vet Rujumant Troadegiezh, beziet e voe e Carnières(fr)[9], an daou all e Falisolle,  unan d’ar 7 a viz Gwengolo soudard e oa en 2vet Rujumant Troadegiezh[10], egile d’an 22 a viz Kerzu, soudard e oa er 47vet Rujumant Troadegiezh[11].
  • Roet e voe bod da tiegezhioù er gumun. Unnek repuad a voe implijet da zarbarour en embregererezh Desforges et Lumière électrique[12].

Monumantoù ha traoù heverk

  • Alez-vez Le Chevrot.
  • Iliz katolik Gorroidigezh an Intron-Varia, 1859-1887, bet savet diwar tresoù an ti-savourion Charles Langlois da gentañ hag Arthur Regnault d'e heul.
  • Monumant foran ar re varv[17],[18],[19] .
  • Taolenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik[20],[21],[22].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Tud

Ardamezioù an tiegezh Chateaubriand er c'hastell

Ardamezeg ar familhoù

d'Acigné, konted Komborn
  • En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour
    * Sturienn : Neque terrent monstra[24]
de Malestroit, aotrounez Komborn
  • En gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3.

Kêrioù gevellet

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù