Klik drek-logigoù

(Adkaset eus Klik drekkevig)
LFE – niverenn178
LFEunicodeǃ
LFE – skeudenn{{{imagesize}}}
X-SAMPA!\
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar c'hlik drek-logigoù pe logigoù treuzskrivet [ǃ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 177. Betek 1989 e veze skrivet [ʗ].

Disheñvel e oa an arouezenn er penn-kentañ diouzh ar pik estalammañ, bet savet diwar arouezenn ar c'hlik dent dindanañ ur sin diakritek implijet evit merkañ ar c'hensonennoù kilbleg.

Ur familh klikoù eo ar c'hlikoù dent implijet evel fonemoù en un nebeud familhoù yezh komzet en Afrika hag e luc'haj lidel an damineg komzet en Aostralia nemetken.

Kavet e vez stank klikoù dent er yezhoù koiek-sanek hag er yezhoù ngouniek komzet tro-war-dro bet levezonet gante, dreist-holl ar zouloueg hag ar xhosaeg ha sothoeg. E yezhoù ngounieg all, da skoer ar swatieg hag an ndebeleg, avat e kaver klikoù dent e lec'h klikoù (drek-)logigoù,

Gant an hazdaeg, ur yezh digenvez anezhañ, e vez implijet pevar c'hlik drek-logigoù: drek-logigoù tenuis ([kǃ]); drek-logigoù c'hwezhet ([kǃʰ]); drek-logigoù dre fri ([ŋǃ]) ha; drek-logigoù-tarzh dre fri divouezh ([ŋ̊ǃʔ]).

Kendistaget e vez ar c'hlik-mañ atav evel-hen, da skouer:

E gresianeg e vez implijet ur c'hlik drek-logigoù pe ur c'hlik dent evit lâret "nann" e lec'h όχι.

Gwelit ivez

  KensonennoùGwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
SkeventelDiweuzGweuz-dentDentLogigoùDrek-logigoùKilblegRak-staonStaonGouelHugennGargadennAnkoueTarzhNann-skeventel hag arouezennoù all
Dre frimɱnɳɲŋɴKlikoù ʘǀǃǂǁ
Dre serriñpbtdʈɖcɟkɡqɢʡʔEntarzh. ɓɗʄɠʛ
Dre daravat ɸβfvθðszʃʒʂʐɕʑçʝxɣχʁħʕʜʢhɦDre strakal 
Dre dostaat β̞ʋð̞ɹɻjɰA-gostez all ɺɫ
Dre froumalʙrʀKendistaget dre dostaatʍwɥ
Dre stlakatⱱ̟ɾɽKendistaget dre daravatɧ
A-gostez dre daravatɬɮDre fic'hal ʦʣʧʤ
A-gostez dre dostaatlɭʎʟKendistaget dre serr. k͡pɡ͡bŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.