Kleub ar 27

Kleub ar 27 a vez graet eus un toullad arzourien, brudet-mat e metoù ar Rock 'n' roll hag ar blues, hag a oa aet da Anaon en o seizh vloaz warn-ugent ha, gwall alies, en degouezhioù mantrus.

Sur a-walc'h e oa diwanet ar meizad-mañ en abeg d'an niver dreistordinal a dud vrudet, eus an hevelep metoù 'zo kaeroc'h, a oa tremenet e-pad ur prantad berr : adalek an 3 a viz Gouere 1969 (Brian Jones) betek an 3 a viz Gouere 1971 (Jim Morrison). Padal, daoust d'ar fromus ma voe an holl zarvoudoù-se n'eo ket gwall souezhus e vijent c'hoarvezet en ur c'houlz hag a veze renet gant Sex & Drugs & Rock & Roll...

An arzourien vrudetañ

AnvDeiziad marvidigezhPennkaoz ofisielMicherOad :
27 vloaz ha...
Robert Johnson16 a viz Eost 1938DianavGitarour ha kaner blues stadunanat100 deiz
Brian Jones3 a viz Gouere 1969Beuzet en e boull-neuialKrouer ha soner liesvenveg
ar strollad breizhveuriat The Rolling Stones
125 deiz
Alan Wilson3 a viz Gwengolo 1970Diwar re a zramm (barbitureier)Soner gitar/harmonika ha kaner
ar strollad stadunanat Canned Heat
61 deiz
Jimi Hendrix18 a viz Gwengolo 1970Mouget diwar re a louzoùGitarour ha kaner-sonaozer stadunanat295 deiz
Janis Joplin4 a viz Here 1970Diwar re a heroinKanerez stadunanat258 deiz
Jim Morrison3 a viz Gouere 1971Gwallzarvoud kalonKendiazezer ha kaner-sonaozer
ar strollad stadunanat The Doors
207 deiz
Kurt Cobain5 a viz Ebrel 1994En em lazhet gant un tenn fuzuilhKendiazezer, gitarour ha kaner-sonaozer
ar strollad stadunanat Nirvana
44 deiz
Amy Winehouse23 a viz Gouere 2011Diwar re a alkoolKanerez-sonaozerez vreizhveuriat312 deiz

Arzourien all

AnvDeiziad marvidigezhPennkaoz ofisielMicherOad :
27 vloaz ha...
Alexandre Levy17 a viz Genver 1892DianavPenn laz-seniñ,
sonaozer ha soner piano brazilian
98 deiz
Louis Chauvin26 a viz Meurzh 1908DianavPianoour ragtime stadunanat13 deiz
Nat Jaffe5 a viz Eost 1945UswaskPianoour swing jazz stadunanat216 deiz
Jesse Belvin6 a viz C'hwevrer 1960Gwallzarvoud karr-tanKaner-sonaozer
ha soner piano R&B stadunanat
53 deiz
Rudy Lewis20 a viz Mae 1964Diwar re a zrammKaner ar strollad R&B
stadunanat The Drifters
271 deiz
Joe Henderson24 a viz Here 1964Taol-kalonKaner gospel hag R&B stadunanat183 deiz
Malcolm Hale30 a viz Here 1968Taol-kalonDiazezer ha gitarour ar strollad
stadunanat Spanky and Our Gang
166 deiz
Dickie Pride26 a viz Meurzh 1969Diwar re a louzoù-kousketKaner Rock 'n' roll breizhveuriat156 deiz
Arlester Christian13 a viz Meurzh 1971MuntretEzel eus ar strollad funk
stadunanat Dyke and the Blazers
273 deiz
Linda Jones14 a viz Meurzh 1972Koma diabetekKanerez soul stadunanat91 deiz
Leslie Harvey3 a viz Mae 1972TredanlazhetGitarour ar strollad Stone the Crows233 deiz
Ronald McKernan8 a viz Meurzh 1973Gwadliñv an treizhañDiazezer ha kaner
ar strollad stadunanat Grateful Dead
181 deiz
Roger Durham27 a viz Gouere 1973Marvet da-heul
gloazoù ur gwallzarvoud marc'h
Kaner ha tabouliner
ar strollad stadunanat Bloodstone
163 deiz
Wallace Yohn12 a viz Eost 1974Gwallzarvoud karr-nijEzel eus ar strollad stadunanat Chase212 deiz
Dave Alexander10 a viz C'hwevrer 1975Koeñvadur skeventSoner gitar-boud
ar strollad stadunanat The Stooges
252 zeiz
Pete Ham24 a viz Ebrel 1975Emlazh dre grougañKaner-sonaozer ha gitarour
ar strollad breizhveuriat Badfinger
362 zeiz
Gary Thain8 a viz Kerzu 1975Diwar re a zramm (heroin)Gitarour-boud
ar strollad saoz Uriah Heep
207 deiz
Cecilia2 a viz Eost 1976Gwallzarvoud karr-tanKanerez spagnol296 deiz
Helmut Köllen3 a viz Mae 1977Kontammet
gant unoksidenn garbon
Gitarour-boud
ar strollad alaman Triumvirat
62 zeiz
Chris Bell27 a viz Kerzu 1978Gwallzarvoud karr-tanGitarour ha kaner-sonaozer
ar strollad stadunanat Big Star
349 deiz
Jacob Miller23 a viz Meurzh 1980Gwallzarvoud karr-tanKaner reggae jamaikan
hag ezel eus ar strollad Inner Circle
324 deiz
D. Boon22 a viz Kerzu 1985Gwallzarvoud karr-tanGitarour ha pennkaner ar strollad
punk stadunanat Minutemen
265 deiz
Alexander Bashlachev17 a viz C'hwevrer 1988Kouezhet dre brenestr
ur ranndi e Leningrad (emlazh ?)
Barzh, kaner-sonaozer ha soner rusian266 deiz
Jean-Michel Basquiat12 a viz Eost 1988Diwar re a zrammArzour stadunanat234 deiz
Pete de Freitas14 a viz Mezheven 1989Gwarzarvoud marc'h-tanTabouliner ar strollad
saoz Echo & the Bunnymen
346 deiz
Mia Zapata7 a viz Gouere 1993MuntretKanerez ar strollad
punk stadunanat The Gits
316 deiz
Kristen Pfaff16 a viz Mezheven 1994Diwar re a zramm (heroin)Gitarour-boud ar strolladoù
stadunanat Hole ha Janitor Joe
21 deiz
Richey Edwards1añ a viz C'hwevrer 1995[1]Aet da get[2]Ezel eus ar strollad
kembreat Manic Street Preachers
41 deiz
Fat Pat3 a viz C'hwevrer 1998MuntretKaner rap, ezel eus ar strollad
stadunanat Screwed Up Click
61 deiz
Freaky Tah28 a viz Meurzh 1999MuntretKaner rap, ezel eus ar strollad
stadunanat Lost Boyz
318 deiz
Kami21 a viz Mezheven 1999Gwadliñv an empennTabouliner
ar strollad japanat Malice Mizer
140 deiz
Rodrigo24 a viz Mezheven 2000Gwallzarvoud karr-tanKaner-sonaozer cuarteto arc'hantinat31 deiz
Sean Patrick McCabe28 a viz Eost 2000MougadennPennkaner ar strollad
punk stadunanat Ink & Dagger
289 deiz
Maria Serrano Serrano24 a viz Du 2001Gwallzarvoud karr-nijEilkanerez ar strollad Passion Fruit363 deiz
Jeremy Michael Ward25 a viz Mae 2003Diwar re a zramm (heroin)Ezel eus ar strolladoù
stadunanat De Facto ha The Mars Volta
20 deiz
Bryan Ottoson19 a viz Ebrel 2005Diwar re a louzoùGitarour ar strollad
stadunanat American Head Charge
32 zeiz
Valentín Elizalde26 a viz Du 2006MuntretKaner banda mec'hikan297 deiz
Richard Turner11 a viz Eost 2011Arsav ar galonSoner trompilh saoz12 deiz
Nicole Bogner6 a viz Genver 2012Kleñved chomet kuzhKanerez ar strollad heavy metal
aostrian Visions of Atlantis
290 deiz
Soroush Farazmand11 a viz Du 2013MuntretGitarour ar strollad rock
iranat-stadunanat The Yellow Dogs
11 deiz
Slađa Guduraš10 a viz Kerzu 2014Gwallzarvoud karr-tanAktourez ha kanerez vosniat121 deiz

Notennoù ha daveennoù