King's Game (manga)

King's Game (王様ゲーム, Ōsama Gēmu) zo ur romant evit ar pellgomzioù hezoug skrivet gant Nobuaki Kanazawa (Pakkuncho e anv-pluenn). Adal ar romant ez eus bet savet ur manga e pemp lodenn, treset gant Hitori Renda hag embannet evit ar wech kentañ er gelaouenn Manga Action embannet gant Futabasha etre Genver 2011 ha miz Even 2012. Ar stumm gall a zo bet embannet gant Ki-oon etre C'hwevrer 2013 ha C'hwevrer 2014. Bez ez eus bet savet ur film e 2011 dindan an anv Ōsama Gēmu.

Ōsama Gēmu
王様ゲーム Ōsama Gēmu
RummadSeinen manga
DoareNiñvek, bredelfennerezh
drama, kevrin,
skol, suspense
Manga King's Game
SenarioNobuaki Kanawaza
TreserHitori Henda
Embanner Futabasha
Ki-oon
Rakembann Manga Action
Embann28 Genver 2011
- 22 Mezheven 2012
Levrennoù5
Film Ōsama Gēmu
FilmaozerNorio Tsuruta
ProduerienMorozumi Yutaka
Andrew Tamon Niwa
SenarioJunya Kato
Skinwel BS-TBS
Skignañ17 Kerzu 2011
Manga King's Game Extreme
SenarioNobuaki Kanawaza
TreserRenji Kuriyama
Embanner Futabasha
Ki-oon
Rakembann Estar
Embann28 Du 2012
- 22 Gouere 2014
Levrennoù5
Manga King's Game Origin
SenarioNobuaki Kanawaza
TreserJ-Ta Yamada
Embanner Futabasha
Ki-oon
Rakembann Monthly Action
Embann10 Genver 2014
- 12 Meurzh 2016
Levrennoù6
Manga King's Game Spiral
SenarioNobuaki Kanawaza
TreserRenji Kuriyama
Embanner Futabasha
Ki-oon
Rakembann Manga Action
Embann22 Genver 2015
- 11 Du 2016
Levrennoù4

Un heuliad a zo bet anvet King's Game Extreme (王様ゲーム 終極, Ōsama Gēmu Shūkyoku), ha treset gant Renji Kuriyama e pemp lodenn. Bez eo bet embannet evit ar wech kentañ er gelaouenn Estar embannet gant Futabasha. Embannet e oa bet etre miz Du 2012 ha miz Gouhere 2014.

Un heuliad en a-raok a zo bet ivez anvet King's Game Origin (王様ゲーム 起源, Ōsama Gēmu Kigen, « Orinoù ar King's Game ») treset gant J-Ta Yamada hag embannet er gelaouenn Monthly Action. Embannet e oa bet etre miz Genver 2014 ha Meurzh 2016. 6 lodenn a ya d'ober an heulaid-se.

Ur pevare heuliad a zo bet anvet King's Game Spiral (王様ゲーム 臨場, Ōsama Gēmu Rinjō) trreset gant Renji Kuriyama hag embannet etre 2014 ha 2016 er gelaouenn Manga Action. Pevar manga a zo d'an heuliad embannet etre Genver 2015 ha Du 2016.

Ur manga doare tresadenn-bev a zo bet savet ivez hag embannet e miz Here 2017. Anvet eo King's Game The Animation (王様ゲーム ジ・アニメーション, Ōsama Gemu Ji Animēshon).

King's Game

D'An 19 a viz Here 2009, 32 lisead eus ar memes klasad a gav un sms war o pellgomzerioù hezoug da hanternoz rik. Hervez an destennig e vez rediet dezho sentiñ d'un urzh. Ma ne vez ket sentet gant pep hini anezho e vo ur binijenn. Kentañ urzhioù ar roue a zo reoù gwelet evel farsus gant al liseidi. Buan a-walc'h e teu an urzhioù da vezañ reoù direnkus. Ar re ne sentont a zo lazhet.

Haroz an istor a zo Nobuaki Kanazawa, sikouret gant e garantezig Chiemi Honda, hag e gamaladi Naoya Hashimoto, klask a ra dre nep doare paouezh gant lazhadeg ar c'hlasad eilvet B.

King's Game Extreme

Goude bezañ cheñchet skol, Nobuaki, dreistbever nemetañ ar c'hlasad eilvet B a glask kaout ur vuhez normal. Poan a vez gantañ da gaout liammoù gant tud all ar c'hlasad nevez dre ar pezh a oa erruet a-raok. Goustadik e zisoñj ar C'hing's Game ha dont a ra a-benn da gaout gamaladed. Siwazh dezhañ adkregiñ a ra ar memestra gant ar c'hlasad ha Natsuko Honda unan eus al liseidi a zeuio war-wel evel an hini a fell dezhañ dreistbevañ a-us da bep hini ha da bep tra. Nobuaki a glasko gant sikour e gamaraded nevez da zreistbevañ ganto.