Kim Stanley Robinson
- Pajenn
- Kaozeadenn
Ostilhoù
Hollek
Moullañ/ezporzhiañ
E raktresoù all
Kim Stanley Robinson (ganet d'an 23 a viz Meurzh 1952 en Illinois) a zo ur skrivagner amerikan romantoù hag istorioù berr skiant-faltazi. Brudet eo dreist-holl evit e drilogiezh war Meurzh hag he douarfurmadur: Red Mars, Green Mars ha Blue Mars.
Adalek ar penn-kentañ en deus graet berzh e skridoù, kement a berzh ar skrid-burutellerien hag a berzh al lennerien. Hag evit kalz tud ez eo eñ hiziv an deiz unan eus ar gwellañ skrivagnerien skiant-faltazi pe zoken lennegezh.
E oberennoù a zo enno dalc'hmat temoù ekologel ha sokiologel. E romantoù a zo alies disoc'h bloavezhioù a enklask, evel e drilogiezh war Meurzh a zo bet skrivet war lerc'h 15 bloaz enklask.
Kim Stanley Robinson a zo bet ganet e Waukegan, Illinois. Studiet en deus e Kalifornia. E 1974 e tap un aotreegezh (B.A.) war al lennegezh (Skol-Veur Kalifornia, San Diego). E 1975 e ya ur mestroniezh (M.A.) gantañ e Skol-Veur Boston. E 1982 e difenn un dezenn (Ph.D.)war ar saozneg e Skol-Veur Kalifornia (San Diego). E goun-skrid, war Romantoù Philip K. Dick, a zo bet embannet e 1984.
Plijout a ra kalz da Robinson skrapat gant ar menezioù, ar pezh 'n eus ur pouez bras-tre e holl e levrioù (da skouer e trilogiezh Meurzh, e Antarctica hag e Forty Signs of Rain), e lec'h vez kavet atav ur benn-dudenn o kaout an hevelep trivliad.
E 1982 e timezas Lisa Howland Nowell, ur gimiourez arbennikaet war an endro. Daou mab o deus. Robinson 'n eus bevet e Kalifornia, Washington DC ha Bro Suis (e-pad ar bloavezhioù 1980). O bevañ e Davis, Kalifornia, emañ bremañ.
Graet e vez ivez trilogiezh kontelezh Orange eus ar rummad tri levr-se. Kentañ labour a bouez Robinson eo. Levrioù ar rummad o deus da ditl : The Wild Shore (1984), The Gold Coast (1988) and Pacific Edge (1990). N'eo ket un drilogiezh er ster boutin : ouzhpenn un istor zo; pep levr a zo un istor a-bezh hag a ginnig tri amzer da zont posupl. An tri a zo lec'hiet e Kalifornia en un amzer dazont tost.
Daoust ma seblant an tri levr bezañ hep liamm kenetrezo, e verzer tamm-ha-tamm koulskoude e labouront an tri asambles evit kinnig ur mennozh kreiz hag unvan. An hini gentañ a ziskouez un denelezh nammet gant un diouer a deknologiezh, an eil un denelezh beuzet ha tost kollet gantañ e zenelezh gant ur re a deknologiezh, an trede ur Bed a ya en dro, e lec'h ma c'heller bevañ, etre an daou Bed all. Daoust 'm eo an trede romant ur romant utopek, ne tiskriv ket ur Bed hep diemglevioù, tristidigezh na gwalleurioù.
An drilogiezh-se a zo oberenn brudetañ Robinson. Kontañ a ra en un doare gwirvoudel-tre istor annezidi kentañ Meurzh, hag o labour evit treuzfurmiñ Meurzh, "douarfurmiñ" anezhi. An tri levr, Red Mars (Meurzh Ruz), Green Mars (Meurzh Glas-natur), ha Blue Mars (Meurzh Glas-mor) a verk dre o zitl an douarfurmadur-se. An istor a grog e 2027, pa tilestr 100 skiantour war ar blanedenn evit krouiñ tamm-ha-tamm ur bed nevez. Ar grouidigezh-se a vez heuliet e pad 200 bloaz war-lerc'h, a-hed al levrioù. E fin an trede levr, ez eo deuet Meurzh da vezañ ur blanedenn poblet mat ha douarfurmet, gant ur gevredigezh kemplezh ha bev mat.
Bez zo meur a roudennad istor gweet e Trilogiezh Meurzh. Temoù ar skiant, ar sokiologiezh hag ar bolitikerezh a zo ur pouez bras ganto a hed an tri romant, hag e c'heller heuliañ o emdroadur en un doare gwirvoudel-tre a hed an drilogiezh. Sklaer-tre eo pegen boemet eo Robinson gant ar skiantoù hag an teknologiezhioù, met ober a ra atav gant an temoù-se gant ur sav-poent denel. An dudennoù a zo pinvidik o zemz-spered, hag o emdroadur a chom e kreiz ar romant. Temoù boutin Robinson a vez kavet a hed an drilogiezh : ar soutenablentez ekologel, an daouvorfiegezh reizhel hag an hentenn skiantel a zo temoù a teu a-hed an tri levr, met hep na vijent morse kinniget en un doare re kentelius. E froudenn evit ar skrapat a vez kavet el levrioù-se ivez.
Antarctica (1997) a heuilh war kalz a boentoù ar frammoù savet gant trilogiezh Meurzh: kalz a heñvelderioù a zo daoust d'an istor bezañ en un amzer, en ul lec'h ha gant tudennoù disheñvel. War ar c'hevandir skorn a ro e anv da titl al levr e c'hoarvez an istor-mañ, en ur mare kalz tostoc'h diouzh hon amzer-ni, met kavet 'vez ivez el levr-mañ skiantourien en un endro digenvez, hag ur studi eus an efedoù en deus kement-mañ war o fersonelezh hag o darempredoù. Kavet e vez ivez an hevelep bam dirak braventez un endro gouez hag enep.
Evel e kalz eus levrioù Robinson, tem ar soutenablentez ekologel a zo pouezus e Antarctica. Lusk an istor a zo krouet gant fin Feur-emglev an Antarktik hag an aon rak an aloubidigezh hag an distruj eus al lec'h digenvez diwezhañ-mañ gant kumpagnuniezhoù prevez.
The Martians a zo un dastumad istorioù berr e lec'h ma vez kavet kalzig eus tudennoù ha lec'hioù trilogiezh Meurzh. An istorioù a c'hoarvez a-raok, e-pad, goude, pe zoken e plas istor an trilogiezh; lod zo a ya pelloc'h gant tudennoù 'zo pe a kinnig tudennoù nevez. Barzhonegoù meurzhian hag ur Bonreizh eus ar blanedenn Meurzh a vez kavet ivez el levr-se. Rebechet 'zo bet da Robinson bezañ skrivet al levr-se evit ober arc'hant diwar ar berzh graet gant e drilogiezh.
The Years of Rice and Salt a zo un ukroniezh, ur romant istor alternativel, a gemer plas en ur bed m'eo bet distrujet holl poblañs Europa gant ar Vosenn Zu. Ar pezh a laosk ur Bed dieub evit bezañ aloubet gant pobloù Europa. Ur prantad dek remziad bennak a vez goloet gant an istor. Houmañ a heuilh a hed ar c'hantvedoù un nebeud tudennoù en o adenkorfadurioù (hag ar re mañ o cheñch reizh, klasoù sokial ha zoken, ur wech, spesad).
Krog a ra da embann e istorioù berr gentañ e 1976. An darn vrasañ anezho a zo bet dastumet e The Planet on the Table (1986), Remaking History (1991) ha Vinland the Dream (2001). Tri istor hiroc'h o kontañ istorioù leun a fent Amerikaned divroet e Nepal a zo dastumet e Escape from Kathmandu (1989). The Martians (1999) (gwelet a-us) a zo un dastumad danevelloù berr gant istorioù a c'hoarvez e bed Trilogiezh Meurzh.
Listennad klok:
|
|
|
♦ Skrivagnerien ha ♣ Skrivagnerezed |
♦ Robert Abernathy ♦ Forrest J Ackerman ♦ George S. Albee ♦ Brian W. Aldiss ♦ Steve Allen ♣ Karen Anderson ♦ Poul Anderson ♦ Jean-Pierre Andrevon ♦ Georges-Jean Arnaud ♦ Isaac Asimov ♦ Mathieu Bablet ♦ James G. Ballard ♦ Iain Banks ♣ Elia Barceló ♦ René Barjavel ♦ Charles Beaumont ♦ Greg Bear ♦ Stephen V. Benét ♦ Gregory Benford ♦ Cyrano de Bergerac ♦ Alfred Bester ♦ Jerome Bixby ♦ Algernon Blackwood ♦ James Blish ♦ Robert Bloch ♦ Damien Broderick ♦ Pierre Bordage ♦ Pierre Boulle ♦ Anthony Boucher ♦ Ray Bradbury ♦ Bill Brown ♦ Fredric Brown ♦ John Brunner ♦ Serge Brussolo ♣ Doris P. Buck ♦ Algis Budrys ♦ Anthony Burgess ♦ Ernest Callenbach ♦ A. Bertram Chandler ♣ Elizabeth Chater ♣ Daína Chaviano ♦ John Christopher ♦ John Anthony Ciardi ♦ Arthur C. Clarke ♦ Robert M. Coates ♦ Theodore R. Cogswell ♦ Michael G. Coney ♦ Alfred Coppel ♦ Michael Crichton ♦ Philippe Curval ♦ Alain Damasio ♦ Jack Dann ♦ Basil Davenport ♣ Françoise d'Eaubonne ♦ Jan De Fast ♦ Lester Del Rey ♦ Samuel R. Delany ♦ Michel Demuth ♦ Philip K. Dick ♦ Thomas M. Disch ♦ Graham Door ♦ Dave Dryfoos ♣ Catherine Dufour ♦ David Duncan ♦ Harlan Ellison ♦ E. C. Eliott ♦ Michael Ende ♦ Walter Ernsting ♦ Philip José Farmer ♦ Konrad Fiałkowski ♦ Jack Finney ♦ Charles L. Fontenay ♦ Alan Dean Foster ♦ Horace B. Fyfe ♦ Daniel F. Galouye ♦ Raymond Z. Gallun ♣ Angélica Gorodischer ♦ Christian Grenier ♣ Ann W. Griffith ♦ Michel Grimaud ♦ James E. Gunn ♦ Edmond Hamilton ♦ Charles Harness ♦ Harry Harrison ♦ M. John Harrison ♦ Robert A. Heinlein ♦ Frank Herbert ♦ Richard Hill ♦ Robert Ervin Howard ♦ Lafayette R. Hubbard ♦ Jean-Pierre Hubert ♣ Edna M. Hull ♦ Aldous Huxley ♦ Michel Jeury ♦ Norman Kagan ♦ Gerald Kersh ♦ Daniel Keyes ♦ Stephen King ♦ Gérard Klein ♦ Damon Knight ♦ Cyril M. Kornbluth ♦ Walter Kubilius ♦ Henry Kuttner ♦ R. A. Lafferty ♦ Kurd Lasswitz ♦ Jean Le Clerc de la Herverie ♣ Ursula K. Le Guin ♦ Fritz Leiber, Jr. ♦ Murray Leinster ♦ Stanislaw Lem ♣ Doris Lessing ♦ Jean-Marc Ligny ♦ Cixin Liu ♦ Brian Lumley ♣ Katherine MacLean ♦ Ken MacLeod ♦ Donald Malcolm ♦ Phillip Mann ♦ Richard Matheson ♣ Anne McCaffrey ♦ Jack McDevitt ♦ J. T. McIntosh ♣ Vonda Neel McIntyre ♣ Judith Merrill ♦ Abraham Merritt ♦ Lion Miller ♦ Ron Miller ♦ Walter M. Miller, Jr. ♣ Catherine L. Moore ♦ Ward Moore ♦ G. A. Morris ♦ Alan Nelson ♦ Homer Nearing ♦ J. B. Morton ♦ Alan E. Nourse ♦ Andrew J. Offutt ♦ Chad Oliver ♦ George Orwell ♦ Pierre Pelot ♦ Peter Phillips ♦ Daniel Piret ♦ Frederik Pohl ♦ Arthur Porges ♦ Terry Pratchett ♦ Tom Purdom ♦ Maurice Renard ♦ Mack Reynolds ♦ Kim Stanley Robinson ♦ Keith Roberts ♣ Joanna Russ ♦ Eric F. Russell ♦ Emilio Salgari ♣ Pamela Sargent ♦ Robert Sheckley ♦ Karl-Herbert Scheer ♦ Steven Schrader ♣ Idris Seabright ♦ Arthur Sellings] ♣ Mary Shelley ♦ Larry Siegel ♦ Robert Silverberg ♦ Clifford D. Simak ♦ Bernard Simonay ♦ Dan Simmons ♦ Curt Siodmak ♦ Clark Ashton Smith ♦ Cordwainer Smith ♣ Evelyn E. Smith ♦ Jerry Sohl ♦ Norman Spinrad ♦ L. Sprague de Camp ♣ Margaret St. Clair ♦ Bruce Sterling ♦ Theodore Sturgeon ♦ William F. Temple ♦ William Tenn ♣ Sheri S. Tepper ♣ James Tiptree, Jr. ♦ A. E. van Vogt ♦ Jack Vance ♦ John Varley ♦ Jules Verne ♦ Vernor Vinge ♦ Vladimir Volkoff ♦ Kurt Vonnegut, Jr. ♦ Daniel Walther ♦ Ian Watson ♦ Stanley G. Weinbaum ♦ Andrew Weiner ♦ H.G. Wells ♦ Bernard Werber ♦ John A. West ♦ Robert M. Williams ♦ Jack Williamson ♦ Richard Wilson ♦ Robert Charles Wilson ♦ David Wingrove ♦ Gene Wolf ♦ Stefan Wul ♦ John Wyndham ♦ Robert F. Young ♦ George Zebrowski ♦ Roger Zelazny ♣ Marion Zimmer Bradley |
Kelaouennoù brudet |
Amazing Stories ♦ Astounding Science Fiction ♦ Astounding Stories ♦ Famous Fantastic Mysteries ♦ Fantastic Adventures ♦ Galaxy ♦ 'Planet Stories ♦ Startling Stories ♦ The Magazine of Fantasy and Science Fiction ♦ Thrilling Wonder Stories ♦ Two Complete Science-Adventure Books ♦ Unknown ♦ Weird Tales ♦ Wonder Stories |
En-dro d'an SF |
Dodennoù an SF ♦ An SF er bannoù-treset ♦ An SF er sinema ♦ Steampunk |