Kevre Delos

Kevre Delos, savet war-dro 477 kent JK[1], a oa ur c'hevredad keodedoù eus Henc'hres, ennañ etre 150[2] ha 173 ezel[3], dindan hegemoniezh Aten. E bal a oa derc'hel da vrezeliñ ouzh Impalaeriezh Persia goude trec'h ar C'hresianed en emgann Plataia e fin ar Brezelioù medek. Dont a ra anv a vremañ ar c'hevre[4] eus al lec'h ofisiel ma veze dalc'het e gendalc'hoù, Enez-Delos, m'en em vode dileuridi an izili en templ hag e-lec'h ma oa dalc'het an teñzor Nebeut goude e savidigezh e krogas Ateniz da implijout listri hag arc'hant ar c'hevre evito o-unan. An emzalc'h-se a zlee lakaat bec'h da sevel etre Ateniz hag an izili eus ar c'hevre na oant ket ken galloudek. Kontrol strizh Aten war Kevre Delos a oa da lakaat Brezel ar Peloponnesos da darzhañ e 431 kent JK. Divodet e voe ar c'hevre e diwezh Brezel ar Peloponnesos e 404 kt JK.

Kevre Delos, a-raok Brezel ar Peloponnesos e 431 kent JK.

Gwelet ivez

Notennnoù

Liammoù diavaez