Ruzenn logigoù mouezhiet

LFE – niverenn133
LFEunicodez
LFE – skeudenn{{{imagesize}}}
X-SAMPAz
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar ruzenn logigoù mouezhiet treuzskrivet [z] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 133.

Ne vez kavet ur c'hwibanenn dent pe logigoù mouezhiet nemet e 28% eus holl yezhoù ar bed. Ouzhpenn, 85% eus ar yezhoù implijet gante ur son z-heñvel a vez komzet en Europa, Afrika ha kornôg Azia ha ral-kenañ e kaver ar son-se evel fonem e reter Azia, yezhoù ar Meurvor Habask hag en Amerikaoù.

Pa gaver ar fonem [z] en ur yezh bennak e kaver atav enni ar gensonenn divouezh par [s].

E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem divouezh par [s] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat daoust ha ma ne vez ket skrivet (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):

[s] > [z]
"sent" > "ar sent" (distaget "zent")

C'hwibanenn logigoù mouezhiet

Peurliesañ e vez distaget ar fonenn [z] evel ur c'hwibanenn logigoù mouezhiet.

Skouerioù

Ruzenn beg-logigoù mouezhiet

Gant yezhoù all avat e vez distaget ar fonem [z] evel ur ruzenn beg-logigoù mouezhiet, treuzksrivet dre implijout ur sin diakritel isisial hervez reolennoù al LFE: [z̺]

Skouerioù

Ruzenn logigoù mouezhiet nann-c'hwibanus

Ral a wezh e kaver ur ruzenn logigoù mouezhiet nann-c'hwibanus, hogozik atav evel alofennoù ur ruzenn dent.

Skouerioù

Gwelit ivez


  KensonennoùGwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
SkeventelDiweuzGweuz-dentDentLogigoùDrek-logigoùKilblegRak-staonStaonGouelHugennGargadennAnkoueTarzhNann-skeventel hag arouezennoù all
Dre frimɱnɳɲŋɴKlikoù ʘǀǃǂǁ
Dre serriñpbtdʈɖcɟkɡqɢʡʔEntarzh. ɓɗʄɠʛ
Dre daravat ɸβfvθðszʃʒʂʐɕʑçʝxɣχʁħʕʜʢhɦDre strakal 
Dre dostaat β̞ʋð̞ɹɻjɰA-gostez all ɺɫ
Dre froumalʙrʀKendistaget dre dostaatʍwɥ
Dre stlakatⱱ̟ɾɽKendistaget dre daravatɧ
A-gostez dre daravatɬɮDre fic'hal ʦʣʧʤ
A-gostez dre dostaatlɭʎʟKendistaget dre serr. k͡pɡ͡bŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.