Kastell-Geron

kumun Il-ha-Gwilen

Kastell-Geron[2] a zo ur gumun eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen. Pennlec'h Kanton Kastell-Geron eo.

Kastell-Geron
Ar c'hastell.
Ar c'hastell.
Ardamezioù
Anv gallaouekChaujon
Anv gallek (ofisiel)Châteaugiron
Bro istorelBro-Roazhon
Melestradurezh
DepartamantIl-ha-Gwilen
ArondisamantRoazhon
KantonKastell-Geron (pennlec'h)
Kod kumun35069
Kod post35410
Maer
Amzer gefridi
Yves Renault
2020-2026
EtrekumuniezhKumuniezh kumunioù bro Kastell-Geron (sez)
Bro velestradurelBro Roazhon
Lec'hienn webhttps://www.ville-chateaugiron.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs10 541 ann. (2020)[1]
Stankter448 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 02′ 56″ Norzh
1° 30′ 07″ Kornôg
/ 48.0488888889, -1.50194444444
Uhelderioùkreiz-kêr : 68 m
bihanañ 28 m — brasañ 78 m
Gorread23,52 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kastell-Geron

Douaroniezh

War lez ar stêr Yegn emañ Kastell-Geron.

Anv

  • de castro Gironis, 1152[3]

Kastell-Jiron e brezhoneg e Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon e 1978, 1993.

Ardamezioù

En aour e gab en glazur.

Istor

  • 11 Gwengolo 1472 ː feur-skrid emglev etre an dug Fañch II hag ar roue Bro-Saoz[4].
  • 1añ Mezheven 1589 ː emgann gwadek etre kont Soissons, priñs roueel,ha kont a Vertus, war un tu, ha Lavardin, kabiten eus tu Mercoeur. Pevar-ugent denjentil e oa lazhet, hag kalz a re all gloazet.
  • 24 Mae 1590 ː preizhet eo Kastell-Geron gant pevar c'hant marc'heger kaset eno gant Mercoeur.
  • 22 Mae 1592 ː lakaat a ra Mercoeur da sevel seizit Kastell-Geron gant priñs Dombes ha Conti.
  • Tapet hag ad-tapet eo Kastell-Geron gant re eus bep tu.
  • 24 Mezheven 1592 ː adkemeret eo gant Mercoeur, hag e lakas da grougañ ar gouarnour Jean Menager gant holl e soudarded ouzh ur wezenn anvet goude se Dervenn ar re krouget[5].
  • Mervel a reas 63 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 5,13% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6].
  • Mervel a reas seizh den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[7].

Brezelioù didrevadennañ

Kendeuziñ

  • Kendeuzet e oa bet Gwennevl er gumun Kastell-Geron d'ar 1 a viz Meurzh 1971.

Monumantoù ha traoù heverk

  • Ar c'hastell.
  • Ti-prenn.
  • Ar c'hoc'hu.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudennoù[10]. E 1936 e voe savet[11].
  • Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudennoù[12].
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudennoù[13].
  • Ilizoù katolik Santez Madalen, 1882-1865, echuet e voe sevel an tour-iliz e 1912[14], Oc'heg ha Gwennevl
  • Mirdi Julien ha Pierre Gourdel e tour-meur ar c'hastell.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

• Andon: EBSSA

Melestradurezh

Ar maerdi e porzh ar c'hastell.
Roll ar vaered
MareAnvStrolladKarg
19471965Pierre Gaudiche
19651977Jean SimonDehoù diseurt
19772001Pierre Le TreutDehoù diseurtKuzulier-departamant
20012017Françoise GatelUDISenedourez (abaoe 2014)
Prezidantez Kevredigezh ar vaered Il-ha-Gwilen
20172020Jean-Claude Beline
2020→ bremañYves Renault
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud

Bet ganet eno

Ardamezeg ar familhoù

d'Acigné
Baroned Kastell-Geron
En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour
  • Ger-ardamez : Neque terrent monstra[15]
da zontAlain de Châteaugiron ː
  • brizhet etre argant ha glazur, e sourin en gul karget gant teir kregilhenn
da zontGaleran de Châteaugiron ː
  • brizhet etre argant ha glazur, e sourin en argant
de Malestroit
  • En gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3.

Gevelliñ

BroKêrAbaoe
IwerzhonCluainín1994
PoloniaPuszczykowo1998

Pennadoù kar

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

  • (fr)A. Marteville & P. Varin, warlec'hien Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. Molliex. Rennes. 1843. Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
  • (fr)J.B. Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. 1780

Notennoù ha daveoù