Karozh

kumun ar Mor-Bihan

Karozh a zo ur gumun eus Breizh e kanton Mourieg e departamant ar Mor-Bihan.

Karozh
Hent war-zu ar vourc'h.
Hent war-zu ar vourc'h.
Ardamezioù
Anv gallaouekCarotz
Anv gallek (ofisiel)Caro
Bro istorelBro-Sant-Maloù
Melestradurezh
DepartamantMor-Bihan
ArondisamantGwened
KantonMourieg
Kod kumun56035
Kod post56140
Maer
Amzer gefridi
Erwan Gicquel
2020-2026
EtrekumuniezhEus an Oud da Vreselien Kumuniezh
Bro velestradurelBro Ploermael - Kalon Breizh
Lec'hienn webhttps://www.caro.bzh/
Poblañsouriezh
Poblañs1 143 ann. (2020)[1]
Stankter30 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 51′ 53″ Norzh
2° 19′ 05″ Kornôg
/ 47.8647222222, -2.31805555556
Uhelderioùkreiz-kêr : 123 m
bihanañ 14 m — brasañ 128 m
Gorread37,74 km²
Lec'hiañ ar gêr
Karozh

Douaroniezh

Anv

  • Stummoù kozhː Caroth, 833; Caroth, 1341; Caroch, 1131; Charoth, 1148; Karou, 1330; Caro, XVIvet[2]

Gerdarzh :

  • Hervé Abalain ː anv den e-unan. Sant Caro a oa deuet eus Enez Vreizh e-kerzh ar VIvet kantved[3].
  • Jean-Yves Le Moing ː n'eo ket sur ez eo anv ur sant[4].

Ardamezioù

En gul e garv tremenant en argant, e gab en erminoù ; ardamezioù kanus, diwar ar c'harv.

Aozer ː Bernard Frelaut ; degemeret gant ar gumun e 1983[5].

Istor

  • Mervel a reas 67 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,26 % eus he foblañs e 1911[9].
  • Mervel a reas pemp den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[10].

Brezelioù didrevadennañ

  • Mervel a reas ur soudard eus ar gumun[11].

Monumantoù ha traoù heverk

  • Teir alez-toet hag ur peulvan.
  • An ti-barn kozh.
  • Iliz katolik Sant Herve.
  • Ur groaz.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost[12],[13]. Dioueliet e voe d’an 13 a viz Mae 1923[14].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Tud

Ardamezeg ar familhoù

Aubin

Aotrounez Grosbo

En glazur e dreustell en aour heuliet gant teir c'hroaz pavek ivez en aour, 2 ouzh kab, 1 ouzh beg
Le Bloy

Aotrounez du Tay

En glazur e deir melchonenn en aour, 2 ouzh kab, 1 ouzh beg
de la Pommeraye

Aotrounez al lec'h-se ha La Bouëxière

En gul e zri c'hreunaval en aour, 2 ouzh kab, 1 ouzh beg

Gevelliñ

Liammoù diavaez

Levrlennadur

  • (fr)A. Marteville & P. Varin, warlerc'hien Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. Molliex. Rennes. 1843. Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
  • (fr)J.B. Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. 1780

Notennoù ha daveoù