Karantoer

kumun ar Mor-Bihan

Karantoer a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gwern-Porc'hoed e departamant ar Mor-Bihan. Kresket eo bet d'ar 1 a viz Genver 2017 goude bezañ bodet gant Kelenneg[2].

Karantoer
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Ardamezioù
Anv gallaouekCarantoir
Anv gallek (ofisiel)Carentoir
Bro istorelBro-Gwened
Melestradurezh
DepartamantMor-Bihan
ArondisamantGwened
KantonGwern-Porc'hoed
Kod kumun56033
Kod post56910
Maer
Amzer gefridi
Catherine Lamour
2017-2020
EtrekumuniezhEus an Oud da Vreselien Kumuniezh
Bro velestradurelBro Redon hag ar Gwilen
Lec'hienn webhttp://www.carentoir.com
Poblañsouriezh
Poblañs3 062 ann. (2020)[1]
Stankter42 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 49′ 03″ Norzh
2° 07′ 59″ Kornôg
/ 47.8175, -2.13305555556
Uhelderioùkreiz-kêr : 60 m
bihanañ 7 m — brasañ 109 m
Gorread72,87 km²
Lec'hiañ ar gêr
Karantoer

Douaroniezh

Anv

  • Erwan Vallerie ː Carantoer, 826; Karantoer, 864; Carantor, XIvet, 1171, 1178; Carantoer, 1286; Karantoer, 1387; Karantoir, 1430; Karantoir, 1441; Kerentoer, 1516; Carantouër, 1573
Gerdarzh
  • (fr)JB Ogée (1780), heuliet gant Marteville & Varin (1843) ː kêr an doerien.
  • (fr)Dauzat & Rostaing (1963-1978) ː kêr an doerien.
  • (fr)Jean-Yves Le Moing (2007) ː mann da welout gant an doerien ; kammamzeriek eo ǃ Gwelloc'h eo klask ur stumm caranto-duron = kreñvlec'h un den anvet Carantos.

Ardamezioù

Rannet; ouzh 1, en geot e di en aour, digor ha goulaouet en gul, ur skeul toer ivez en gul war an doenn, heuliet gant un tour difoupant; ouzh 2, en sabel e dour en aour digor ha mogeriet en sabel, o vont d'ar strad e-barzh ur mor en glazur kommek en argant ouzh beg; ur gammell en argant, skedet en aour, balirant war al lodennadur; e gab en erminoù karget gant ur groaz pavek en gul.

Aozer ː J.P. Fernandez. ː An ti evit an toer; an tour, ar gammell, hag ar sked evit sant Marcoul, hag en devoa diouganet lonkadur tour kastell La Ballue.

Istor

  • E 1837 e voe lakaet Gazilieg da bennlec'h kanton Karantoer, adanvet kanton Gazilieg neuze; krouet e voe kumun Kelenneg d'an 2 a viz Mae 1863 ha kumun Ar Chapel-Wagelin d'ar 17 a viz Genver 1874 diwar lodennoù eus kumun Karantoer[6],[7].

Brezel-bed kentañ: mervel a reas 172 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, eleze 5,06 % eus he foblañs e 1911[8]. Eil brezel-bed:

Monumantoù ha traoù heverk

  • Monumant ar re varv.
  • Iliz katolik Sant Markoul.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Brezhoneg

Panell divyezhek

Melestradurezh

Roll maered ar gumun
MareAnvStrolladKarg
→ bremañ
2008Mae 2014Catherine Lamour[12]tu-dehou, distrollad
19892008Noël Rochertu-dehou, distrolladKouer, Kuzulier-departamant
19651989Alphonse Menandtu-dehou, distrolladMezeg, kuzulier-departamant
tro 1866tro 1866François Orinel
tro 1816tro 1826Jean Marie de Carheil
??Julien Allain
tro 1802tro 1804Joseph Garel
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud

Ardamezeg ar familhoù

Aulnette,

aotrounez Boisby

En glazur e deir greskenn en argant
de Couëtus

aotrounez al lerc'h se

En argant e arbenn-c'harv en gul
de Marnières,

aotrounez la Choannière

En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div rozenn hag ouzh beg gant ul leon, an holl en aour
  • ar vreudeur Guillemot, krouerien Ubisoft.

Pennadoù kar

Liammoù diavaez

Levrlennadur

  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. 1999
  • (fr)A. Marteville & P. Varin, warlec'hien Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. Molliex. Rennes. 1843. Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
  • (fr)Jean-Yves Le Moing : Noms de lieux de Bretagne. Christine Bonneton Editeur. 2007
  • (fr)J.B. Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. 1780
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù